E Navar, ar skol he zeir yezh

Publicité

E Bro-Navar ez eus div gumun a seurt ma weler en tiriadoù harzoù : Luzaide a zo er su, e kumuniezh emren an Navar hag a zo ivez ur proviñs istorel euskarad. En norzh emañ Arnegi. ur gumun eus departamant gall ar Pireneoù-Atlantal hag e proviñs istorel euskarad an Navar-Izel. Etre an div : ur stêr, an Nive. Betek an XVIIIvet kantved e oa Arnegi ur c’harter eus Luzaide hag e tleas Bro-Spagn ha Bro-C’hall sinañ meur a feur-emglev evit ma vefe reizhet an traoù : ur gumun « gall » en norzh hag unan « spagnol » er su. Met an hevelep familhoù e oa ha div gumun euskarad e ao atav.

Dre m’emeur e Bro-Euskadi hag a ya eus an tu d’egile, ez eus bet savet un RPI « treuz-harzoù », « etrebroadel » ma vez degemeret ar vugale eus an div gumun. Euskariz int. Ar memes pobl eo. Hag e Arnegi kement hag e Luzaide al lodenn vrasañ eus an dud a ra gant an euskareg. Er su e vez notennet ar yezh implijet en niveradegoù. Abalamour da se e ouarer e vez gouvezet euskareg gant 67% eus an dud en tu all da 16 vloaz. En Arnegi, moarvat e vefe kavet ar memes sifroù rak e Navar-Izel emañ bev c’hoazh an euskareg, dreist-holl war marzoù an Navar-uhel.

En div gumun e vez graet gant an euskareg neuze, evel yezh gentañ, met forzh da se e vez gouvezet ivez galleg ha spagnoleg gant an dud.

Hogen, 9 vloaz zo e oa skol Arnegi (250 anneziad) war-nes da vezañ serret. Ne oa ket bugale a-walc’h. Hag en tu-all d’an Nive, gant 400 anneziad, e oa tamm pe damm memes kont : ne oa ket kalz a vugale e skol Luzaide. Soñjal a reas an div gumun hag ar rektorelezh sevel un RPI ma vefe kenteliet teir yezh ennañ : euskareg, galleg ha kastilhaneg. Ar vugale az a d’ur skol d’eben meur a wezh ar sizhun evit kaout kentelioù en teir yezh, bewech gant ur mestr ganet gant al langach a vez kenteliet gantañ pe ganti. An holl familhoù a zo kontant gant se peogwir a-hend-all o defe gellet, ar re eus an norzh atav, kas o bugale da Saint-Jean-Pied de Port, hañv ha goañv, war-hed 9km.

Ar vugale, d’o zu, a oar teir yezh abred-tre hag e teskont istor o bro hag o fobl : hini an Euskadi met ivez hini Bro-C’hall ha hini Bro-Spagn, dre m’eo dam-heñvel ar programoù en div vro.

An RPI Arnegi-Luzaide eo ar skol nemeti a seurt-se e Bro-C’hall !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International

Vitoria, Bilbao, Eibar : des supporteurs de l’Espagne attaqués par des indépendantistes basques

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bada : Ur gazetenn en-linenn evit ar re yaouank en euskareg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, International, Patrimoine

Pays Basque : la commune de Sare officialise la langue basque en plus de la langue française

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Histoire, Patrimoine, Société

Pays Basque : les lycéens de Bayonne prêts à la rébellion pour pouvoir passer le bac en basque

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Bro-Euskadi : setu hentad ar 24vet Korrika !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

E Bro-Euskadi, ur skol deiryezhek ha treuz-harzoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, International, Patrimoine

Bilbao : 6500 personnes participent au « conseil pour le développement de la langue basque »

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

« Enarak » : Levr nevez Bernardo Atxaga en euskareg evel just !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

1609, la chasse aux sorcières du Pays basque : un documentaire plonge dans la folie démonologique

Découvrir l'article

International, Sociétal, Société

Au Pays basque sud, scandale autour de camps de vacances « transféministe » pour enfants

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.