Euskadi : ur gazetenn rediet da baeañ dleoù ur gazetenn all !

A LA UNE

E 1998, ar gazetenn pemdeziek Egin a voe serret gant ar justis spagnol, diskred warni da vezañ « mouezh ETA ». D’an toull-bac’h e voe kaset pennoù bras ar gazetenn an dro-mañ ha lod anezhe a chomas kraouiet e-pad bloavezhioù.

Bloaz goude e voe savet Gara, ganti an hevelep ideolojiezh : ar vroadelouriezh euskarad eus an tu-kleiz. E 2009 e kounaas ar Surentez Sokial spagnol he doa dleoù Egin met ne den ebet ken evit o faeañ. Neuze e reklemas ar Surentez Sokial ar sammad da… c’hGara ! Hervez ar Surentez Sokial, ha kadarnaet eo bet gant ar justis spagnol da c’houde, he doa kemeret Gara ar « susitañ ideolojik a embregerezh » eus Egin. Biskoazh klevet seurt arguzenn lezennel betek-henn !

Ne vern, rediet eo bet Gara da baeañ. Galvet en deus ar gazetenn he lennerien d’he sikour hag a-benn ar fin e voe rastellaet muioc’h eget 3 milion ganti. Dec’h (d’ar 27/04) eo bet paeet ar pezh a chome da baeañ.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Lannuon : 800 000€ a bellomzerioù-hezoug laeret ha yao d’an 9-3 !

E miz gouere 2020 e klaskas ur vandennad torfedourien laerañ 14 paledad a bellomzerioù-hezoug e takad greantel Pégase e...

Var. Des bénévoles des Restos du coeur démissionnent après avoir été menacés par des migrants

À Fréjus, les bénévoles de l'antenne des Restos du cœur ont collectivement quitté l'association, lassés de devoir apporter une...

Articles liés