E Istasu e oa bet livet ur voger evit enoriñ Txomin Olhagarai, ur « gudari » (soudard) a Iparretarrak lazhet gant ar vombezenn a oa o staliañ dindan… karr-tan ar prefed e 1980. Gant ur stourmer all e oa Ramuntxo Arruiz, hag a voe lazhet eñ ivez.
Deus Istasu e oa hennezh (labourer-douar e oa) hag emsaverien deus ar gumun o doa divizet, an hañv-mañ, d’ober ur pikol freskenn war moger sal ar gumun. D’ar 23 a viz eost a oa bet igoret, ha war an ton krampouezh gwinizh-du mar plij. Ar pezh ne blijas ket d’ar prefed a-vremañ hag a c’houlennas gant ar maer Mizel Hiribarren da adlivañ ar voger. Goulenn a reas ar maer ali gant breutaerien ar gumun hag e lavaras dezhañ e oa furoc’h d’hen ober, kuit da vezañ kondaonet eñ ivez.
Gant ar gevredigezh abertzale Gooxoan e oa bet graet ar freskenn.
Evit sevel o mouezh a-enep diviz ar prefed o deus manifestet ur pemp kant bennak a dud disadorn tremenet e straedoù Itsasu. Kar evit an emsaverien euskarad ez eo diviz ar prefed « un doare da ziverkañ istor ha memor bro-Euskadi ».
Goude aferioù Sare, Saint-Pierre d’Irube ha Bayonne m’eo bet sañsuret gant ar prefed diferadoù votet gant ar c’huzulioù-kêr hag a anaveze an euskareg evel yezh ofisiel er c’humunioù-mañ setu an afer-mañ. Emañ Bro-Euskadi o fumañ er mare-mañ. Diwall.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.