O labourat war e film Aguirre en doa graet anaoudegezh gant sevenadur ha yezh Bro-Euskadi (kar ar c’honkistador Lope de Aguirre, haroz ar film, a oa euskarad) hag abaoe en deus kendalc’het da studiañ sevenadur Euskal Herria.
Ar sizhun dremenet e oa gouel ar film etrebroadel e Donostia. Ar bloaz-mañ en deus bet Werner Herzog ur priz ispisial evit tout e oberenn.
Ha, pa errus ar filmaozour bet loreet war al leurenn, eo e voe tizhet barr ar gouel. « N’on ket dirakoc’h evel un estren, rak ul liamm kreñv am eus gant Euskal Herria abaoe ar film Agirre. Eus Euskal Herria e oa, hag eñ an hini eo eo bet an hini kentañ o sevel a-enep da gurunenn Kastilha. »
Goude-se e komzas eus an from a sav ennañ pa soñj en Euskal Herria, en ur venegiñ un teulfilm sevenet gantañ. « Lorc’h a zo ennon gant ho yezh ha gant ar fed bezañ dirakoc’h; deuet oc’h a-raok an Indo-Europiz, ha c’hwi eo bet ar re gentañ. »
Met, hep mar ebet, e oa e gomzoù a-du gant sevenadur Euskal Herria hag ar ouiziegezh a ziskouezas a lakaas an dud da stlakal o daouarn gant nerzh: « Heuliañ a ran bepred ar genstrivadegoù barzhoniezh eus Euskal Herria war YouTube. Ne gomzan ket euskareg, met souezhet-bras on ouzh he c’hlevet. Ha pa ne gomprenan ket petra vez lavaret gant ar varzhed zoken, e blij din gwelet anezho o respont an eil d’egile. Ar santimant am eus ez eus ur bobl eno, hag e santan bezañ perzh eus ar gumuniezh-se dre ma tegemeran ar priz-mañ diganeoc’h. »
Foto : tapadenn skramm Berria
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.