Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

« Levr Gwenn » Katalonia an Norzh

Ur gevredigezh dilennidi eus Katalonia an norzh eo « Les Angelets de la Terra » (Aeled an douar). E 2020, da geñver ar votadegoù kêr, 23 listenn war ar renk o doa sinet al « label sevenadurel » skrivet gant Les Angelets.

Un aridennad a ziarbennoù evit ar yezh hag ar sevenadur az ae d’ober al label-se : panelloù e katalaneg, kentelioù katalaneg er skolioù, gouelioù katalan ha me oar me. A-benn ar fin, 14 listenn o doa gounezet ar votadegoù ha lakaet e pleustr an diarbennoù.

Diwarno eo bet skrivet « Levr Gwenn Katalonia an Norzh » ar bloaz-mañ. Ennañ 55 kinnig evit ar « c’hatalanigezh » a gKatalonia an Norzh skrivet gant 55 kumun. Kinniget e vo al levr gwenn d’an holl gumunioù eus ar vro e-pad ar mizioù a zeu. Ledanaat plas ar yezh hag an identelezh eo pal al levr gwenn-se met kinnigoù a zo ennañ evit kreñvaat al liammoù gant ar Su ivez.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, International

Bro-Gatalonia : broadelourien a-enep an islam

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Katalonia : ar C’hCUP a souten Poutine !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Katalonia : an hanter eus ar droukziforchioù yezhel a-gaoz d’ar polis

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Katalonia : annezidi Vendrell rediet d’ober gant ar spagnoleg gant kompagnunezh an dour

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky