Digwener 28 a viz eost e oa galvet an dud da votiñ e Pireneoù-ar-Reter evit cheñch anv o departamant. 40 000 votour o deus kemeret perzh er votadeg hag a-benn ar fin ne… cheñcho ket an anv. Pireneoù-ar-reter a chomo « Pyrénées-Orientales ». Gast !
Daou anv a oa war ar renk : « Pyrénées-Orientales » neuze ha « Pyrénées-Catalanes » ma vefe bet graet muioc’h ennor d’an identitelezh katalan gantañ, anat. Siwazh, 47% eus ar mouezhioù az eas war an anv « Pyrénées-Orientales » ha 42% war « Pyrénées-Catalanes ». Justik met a-walc’h e oa evit ma ne cheñchfe ket an traoù.
Hervez ar radio Ici Roussillon, ar 42% rastellaet gant ar ger « katalan » a zo bet notet evel m’eo dleet gant prezidant an departamant Hermeline Malherbe.
Daoust hag-eñ e vo lakaet muioc’h war wel an identelezh katalan en amzer da zont ganti ? Gwel’ vo !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.