Perak ? Ar pap Leon XIV a zo sañset bennigañ tour uhelañ ar Sagrada Familia, an tour Jezus Christ, e Barcelona d’an 10 a viz even. Hogen ne fell ket dezhañ hen ober e katalaneg. Ijinet eo bet an iliz-veur-se gant Antoni Gaudi, ur broadelour katalan ha dreist-holl en deus koñsevet ar Sagrada Familia evel ur varzoneg mistik gouestlet d’an aotroù Doue ha da Gatalonia. An holl skridoù a zo e katalaneg er Sagrada Familia (estreget ar « Pater Noster » e 50 yezh).
Daoust da se emañ Leon XIV etre daou soñj evit ar pezh a denn d’ar yezh a vo implijet ganti pa vo beniget an tour Jezus Christ ! Hervez an dokumantoù kentañ e vo 80% eus an oferenn e spagnoleg ha 20% e katalaneg, ar pezh ne blij ket da Gatalaniz ha, da gentañ holl, d’ar vroadelourien evel just. Met, « Horribile dictu » ar vinnigadenn a vefe e spagnoleg penn-da-benn ! Biskoazh !
Octavi Vilà, eskob Gerone, en deus goulennet e vefe implijet muioc’h ar c’hatalaneg en oferenn hag e vefe klevet yezh Gaudi ivez er vinnigadenn. Ar pellgomzerioù a vefe o virvilh etre Roma ha Barcelona hervez kont.
Met ur skoilh all a zo war an hent etre Roma ha Barcelona evit Leon XIV : gourdrouzet eo bet gant ar Stad Islamek an deizioù diwezhañ. « ra vezo an deizioù-se ar re ziwezhañ » a zo bet skignet war ar rouedadoù sokial gant ar strollad islamour dindan foto ar Pap.
Arabat ankounac’haat e teu Leon XIV e Bro-Spagn ha Bro-Gatalonia hag a zo un arrouez pennañ evit an islamourion. Evite eo ar gourenez iberek « Al Andalus », douar an Islam da viken.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
4 réponses à “Ur pap ha ne fell(e) ket dezhañ komz katalaneg er Sagrada Familia”
je n’aime pas le sourire étrange de ce pape
Sourire sardonique ou satanique? Laissons-lui sa chance…soyons sérieux il trouve une situation catastrophique après le retour à satan du grand gros bouffi de graisse François! Un peu de patience Aliénor d’Aquitaine! Ma Doue respontit e Brezhoneg mar plich!!! Sur awalc’h ur guden a zo d’am menoz gant Madrid ha n’eo ket dav da lakaat an tan muioc’h.
Skrivet m’eus va zentiment ha goude ar publikachou vo gwellet…!!!
dans ma très lointaine jeunesse, on disait de ce méfier des lèvres minces, je l’ai vérifié de nombreuses fois ;-)