Afrika-ar-su : ar re wenn a gemer o surentez e karg

Publicité

Abaoe m’eo bet kaset Jacob Zuma (ANC) ar prezidant kozh d’an toull-bac’h n’eo ket sur ken straedoù Afrika-ar-su. Ha danjerus-tre ar vro dija abaoe m’eo arruet ANC e penn ar gouarnamant.
Bemdez e vez lazhet tud a bep seurt liv e straedoù ar chêrioù bras tra ma vez peurlazhet kentoc’h tud gwenn, labourerien douar afrikaners peurgen, war ar maez.

Se zo kaoz e kemer muioc’h-mui an afrikaners o surentez dezho e karg. E miz gouere, Afriforum, un ensavadur afrikaner, en deus savet bagadoù eveshaerezh ar c’harterioù un tamm e pep lec’h er vro. Kement ha kemer ur skouer : d’an 30 a viz gouere ez eus bet aozet ur « patrouilh broadel a-vern » gant an ensavadur. Ha ne’z a ket dizamant ganto pa vez graet seurt tra ! Er Stad Dieub, er Gwalarn hag er C’hwazulu-Natal, 42 eveshaerezh a garterioù a zo bet graet gant 1541 paotr a youl-vat ha 828 karr-tan. Tost 30 000 km a zo bet graet gant ar batrouilherien en holl ha 26 ober felliezh a zo bet dirouestlet.

En o zouez : tud tapet o vleinan mezv-dall, laeron-tiez serret o prientin o zaol, tud feuls, kar-jackings, …

Ha tout-se o kenlabourat gant ar SAPS, ar polis vroadel eus Afrika-ar-Su ! Rak en Afrika-ar-Su e c’hell milisoù prevez, du pe gwenn, harpan ar polis.

Evit kemer perzh e seurt nozvezh eveshaerezh n’eus ket ezhomm leunian paperachoù ha paperachoù. N’eus ket ‘met kas « Buurtwag »(« an amezeien a sell » en afrikaans) dre SMS d’an 45342 ha dao !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

International

L’Afrique Réelle fête son 200e numéro avec un dossier sur la bataille d’Anéfis et le piège algérien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

A La Une, International

Le gouvernement sud-africain vent debout contre la « criminalité nigériane »

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.