Lourdes-ar-Gange

A LA UNE

Ha piv zo bet e Lourdes, kêr sakr ar gatoliked ma’z eus unan, nevez zo ? Ken sur ha tra an neb az aio e kêr Bernadette Soubirou en-dro a vo souezhet. Rak aloubet eo gant tud eus an is-kevandir indian ! Biskoazh gwelet kement anezho ! Kit da gantreal er straedoù ha dirak mougev Bernadette ha n’eo ket poloniz pe italianiz evel gwechall a weloc’h… Indianiz ne lavaran ket !

Indianiz pe Sri-Lankiz ? « Kalz anezhe a zo eus ar Sri-Lanka » hervez ur vaouez boaz da vont da bardonañ e Lourdes. « Tud simpa anezhe, met gwir eo int deuet da vezañ niverus » emezi.

E kreiz-kêr e weler pretioù indian, sri-lankad… o fanelloù skrivet e sanskrit pe e ouaran ket peseurt yezh. Er santual emaint e pep lec’h…o kemer selfioù, o pediñ war beg o daoulin evel gwir dud a feiz, o preniñ goulaouennoù-koar eus ar re vrasañ ha kaerañ.

« N’int ket ken niverus se e-keñver penaos e oa an traoù un nebeut bloavezhioù zo » a lavaras deomp ur servijourez preti. Feiz ! Me ‘m eus ar santimant da vezañ o pourmen e kreiz-kêr Bombay, koulskoude. Darn a zo gwisket mod european met lod all a zo gwisket mod o bro. Pennoù du o dez, ‘pezh a dalv int kentoc’h a-orin eus su pe reter an is-kevandir pe eus ar Sri-Lanka. « Dalited » eo an darn vrasañ anezho, da lavaret eo « ar re n’haller ket o zouch », tud « didouch ». Aet int da gatolik evit mont kuit eus sistem ar c’hastoù.

War ur parkva e welomp ur seurt kamp, gant indianed o fardañ boued e chaodroned. Evel er vro ! Ar merc’hed a zo gwisket gant sarioù liesliv. Ur c’hozh matalasenn a zo lakaet war ar geot, bugale o redek e pep lec’h. Un tamm souezhus eo gwelet seurt tra en ur gêr ken chik ha cheuc’h a Lourdes ! N’eo ket ur gwir bidonville rak ne fell ket dezho chom e kêr, ul « lastez-kêr da c’hortoz » ne lavaran ket.

Ha pa vefe evit ar relijion pe evit traoù all setu ni Europeiz « erlec’hiet » e kreizhig-kreiz hor santualioù deomp a-benn ar fin !

( Crédit photo : [cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Journées du patrimoine. Les manoirs bretons. Ar manerioù e Breizh

(Br) Pinvidik-mor eo glad ar vro, hag e-mesk an teñzorioù legadet dimp ez eus milieroù a vanerioù. Un tamm...

Rugby. 4ème défaite pour le RC Vannes à Mont de Marsan

Le début de saison du RC Vannes en Pro D2 tourne au cauchemar. 4 matchs, 4 défaites, la dernière...

Articles liés