Rak-votadeg ekolo : Ronan Loas (maer Plañvour) en deus votet evit… Sandrine Rousseau !

Hag un troll e vefe Ronan Loas, maer Plañvour (56). Embannet eo bet gantañ digwener en deus kemeret perzh er rak-votadeg ekolo hag en deus votet… Sandrine Rousseau ! Evel ur bern tud eus an tu-dehou e klask Ronan Loas souten ar gleizourez Sandrine Rousseau evit lakaat EELV da vont war ar renk gant un danvez-prezidantez a-gleiz(aj) tout, ganti propozadennoù diboell.

Kaset en doa e vot war e gont Twitter met… tennet eo bet anezhañ gantañ kerkent !

E-barzh skipailh Edouard Philippe emañ Ronan Loas, o klask toullañ un erv nevez a-benn ar votadegoù prezidant eus 2027 evit paotr an Havr Nevez.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS