Pikardeg : ar garta « Eme comeune ale o kér el picard » sinet gant Iucourt

Publicité

Hag en defe Paul Molac toullet un erv hag a za betek Pikardi ? Abaoe reuz al lezenn Molac ez a war-raok ar stourm evit ar yezhoù rannvro un tamm e pep lec’h, betek e Pikardi.

Disadorn dremenet eo bet sinet ar garta evit ar pikardeg gant kumun Iucourt (Eaucourt-sur-Somme) e departamant ar Somme. Ar gumun gentañ eo. Hag aotrouned a oa el lid : Patricia Poupart, kuzulierez ar rannvro Haut de France, Stéphane Haussoulier, prezidant an departamant, Pascal Demarthe maer Abbeville ha prezidant kumuniezh kumunioù ar Baie de Somme, Anne Tiberghien prezidantez Ajañs ar Pikardeg, … . Ar pezh a dalv eo ar sin gentañ-se un dra a-bouez !

12 engouestl a zo bet sinet gant Iucourt : panelloù divyezhek, talbenn paperachoù ar gumun e pikardeg hag e galleg, abadennoù e pikardeg evit bugale ar skolioù, ur bajenn e pikardeg war lec’hienn ar gumun, pourmenadennoù e pikardeg hag ul lodenn eus prezegennoù an aotroù maer a c’hello bezañ e pikardeg ivez !

https://www.facebook.com/languepicarde/photos/pcb.2875371456086890/2875365469420822

Fotoioù : Agence Régionale de la Langue Picarde

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.