« Kentañ, eil, trede rummad-oad, ni zo holl bugale estrañjourion » a huch ar gaochiasted en o manifestadegoù. Peogwir e fell dezho bezañ estrañjour. Ne zifennont ket an estrañjourien evel boudoù humen pe labourerien, nann, fellout a ra dezhe bezañ estrañjour int ivez. Diouzh ar c’hiz eo da gaout « orinoù ». Gwechall e c’hoarie mibien ar vourc’hizelezh ar vicherourien e-pad bloaz pe zaou en un uzin bennak, bremañ e felle d’o diskennidi bezañ estrañjour, bezañ repuad, o tont eus ur shit-hole bennak a zo ar pep gwellañ. + 10000 poent e Roazhon 2 !
Setu ar pezh a zo anvet « emgasoni ar ouenn »
E Bro-Alamagn ez eus ur familh ha n’hall ket lavar an dra-se, ar familh Huchthausen an hini eo.
Dre zielfennadurioù ADN eo bet prouet e vev ar familh-mañ en hevelep rannvro (menezioù Harz, en Saxonia-Izel) abaoe 3 000 vloaz, pezh a dalvez 122 remziad a-hed, an eil re war-lerc’h egile, hep toull ebet er c’hadennad familh. Afi !
Er bloavezhioù 80 ez eus bet dizoloet gant henonielourien eskern 60 den eus oad an arem e-barzh mougev Lichtenstein (Lichtensteinhöhle).
E 2007, e reas skiantourien eus Skol-Veur Göttingen tennadoù ADN eus an eskern, ha goude-se eus war-dro 300 annezad eus ar bourkioù tro-dro.
Hag aze e voe souezhet ar skiantourien : Profil genetek Manfred Huchthausen, ur c’helenner war e leve a oa o chom e bourk Förste, hag hini un annezad all, Uwe Lange, a glotas penn-da-benn gant hini korfoù ar vougev.
Lavaret en deus Manfred Huchthausen nevez zo e vez kontet e verc’hed-vihan evel 122vet remziad ar familh istorel-mañ.*
Abaoe 3000 bloaz emaint o chom er memes lec’h pe nepell ac’hann. Gant ar spi n’eus ket ur gaochias bennak er familh-mañ !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.