Bro-Gembre : Kêr Newport a venn ober eus ar c’hembraeg ur « yezh evit an holl »

UKIP investit un curieux candidat anti-homo et anti-dragon rouge

E Newport (Casnewydd e kembraeg) er Gwent (su Bro-Gembre),  22,6%  eus an dud a oar kembraeg (dindan ar geidenn vroadel : 29,5% rak nebeutoc’h a gembraegerien a zo e su Bro-Gembre eget en norzh). Evit cheñch penn d’ar vazh ha « krouiñ » kembraegerien nevez en deus votet kuzul-kêr Newport ur steuñv pemp bloaz d’an 18 a viz c’hwevrer. Ober eus ar yezh gembraek ur « yezh evit an holl » eo pal ar steuñv-se.

A-benn miz gwengolo 2032 e fell d’ar c’huzul-kêr e vefe 11,1% eus ar skolidi etre 5 ha 6 vloaz er skolioù kembraek (n’eus ket nemet 5,1% hiziv an deiz). Karget e vo un implijiad da vroudañ an dud da lakaat o bugale er skolioù-se. C’hoant en deus ar c’huzul-kêr kreñvaat plas ar yezh er vuhez foran ivez. Lakaet e vo divyezhek programoù ar c’hrogadoù rugby da skouer.

« 1 milion a gembraegerien a-benn 2050 » eo pal gouarnamant Bro-Gembre. Evit hen ober e rank an holl gumunioù sevel ur steuñv kumun evit kas war-raok ar c’hembraeg er parrez.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !