Katalonia : ar C’hCUP a souten Poutine !

Ha marv eo an Unvaniezh Sovietek evit gwir ?

E Katalonia, emañ ar C’hCUP, ar strollad dizalc’hour eus an tu-kleiz pellañ, o paouez embann ur gemenadenn ma n’eus ket anv eus aloubadeg an Ukrain, “obererezhioù arme” gant al lu rus ne lavaran ket. A zo gwasoc’h, nac’het he deus ar C’hCUP lakaat he sin war kemenadenn ofisiel ar parlamant katalan hag a gondaon aloubadeg ur vro dizalc’h.

Stourm a ra ar C’hCup a-enep an impalaerouriezh spagnol met souten a ra, diwar hanterc’her, an impalaerouriezh rus. Biskoazh ! Perak ? Hag arc’hant rus a vez roet dezho ? Pe strobinellet eo ar C’hCUP c’hoazh gant amzer alaouret an Unvaniezh Sovietek ?

Ucraïna – Carta oberta a la CUP  (Per Ferran Lupescu)

Foto : pajenn facebook ar C’hUP

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

2 réponses

  1. Trist eo gwelout penaos holl an dud a gred an propaganda Kornôg. Piv en deus soñj a betra a c’hoarveze 8 bloaz zo ?

    Er gazetenn-mañ eo trist-tre kement a vank a skiant-varn.

  2. Abaoe degadoù a vloaziadoù eo em silet oberourion gomunist ha trotskour e-barzh an emsavioù kenelek. Mallus eo breman da zifennourion ar pobloù stourm a-enep an hollvedelourion, n’eus forzh a bep tu e teuont.
    Emrennerion gKatalonia ne fell ket dezho anaout eo an hollvedelouriezh enebour pennañ ar c’henelioù. Stourm a reont evel pa vije bev Franco, o tennañ memestra ur splet bras eus Dezvat Katalonia. Moskva n’he deus ket paouezet a flourikat ar gaou-Europiz-se.

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS