Okitania : ar raganv « Antòn » nac’het gant ti-kêr Nîmes

Goude Fañch ha Derc’hen e Breizh setu Antòn en Okitania !

Antòn Gavalda a zo ur paotr nevez-ganet e kêr Nîmes e Bro-Okitania. Fellout a rae d’e dud e vefe enskrivet anv o mab gant an « ò » evel ma vez skrivet en okitaneg. Ouzhpenn-se e oa Antòn anv tad-kozh an tad, ur repuad asturian anezhañ en doa graet annez en Okitania goude mare ar frankism. Nac’het eo bet gant implijidi an ti-kêr ! Gouez dezho n’eo ket an « ò » ul lizherenn implijet e « galleg hengounel ». Ha gwir ! Met ouzhpenn ar galleg a vez komzet e Nîmes, tudoù…

A-benn ar fin ne fellas ket d’an tad ha d’ar vamm kregiñ gant un hir a stourm hag asantet o deus e vefe enskrivet o bugel dindan an anv « Anton » hep skej eta. Ne vir ket outo da vezañ mennet d’ober gant Antòn er paperachoù nann-ofisiel.

Evit Lilòia n’eo ket bet memes kont, avat. Enskrivet eo bet nevez zo war ar roll hep ma vefe tennet an « ò ». Hogen e… Beljia eo bet enskrivet ar plac’hig-se, ganet eus ur c’houplad okitan harluet er vro-se.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, International

La Passem : 2000 km evit ar gaskoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine

Okitania : Cheñch anv ar « C’histilli Katar » ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.