Petra nevez gant mamm Anna-Chloe ?

Publicité

Ha c’hwi az peus soñj eus afer Anna-Chloe, diwar anv ur plac’hig afrikan a-orin kouezhet war ur bank en ur skol brevez eus Chambery e miz kerzu 2021. Trouz ha safar a oa bet graet gant ar vamm. Hervezi « e oa bet bountet ha skoet he merc’h gant bugale gouennelour ». Eus peseurt liv ar « vugale gouennelour » ? Deoc’h da ijinañ tudoù…

Abaoe miz kerzu ne klever ket mui anv eus an afer-se. Christophe Dechavanne, Cyril Hanouna, Alizée ha begoù plapous all o doa kontet graet trouz, kontet forzh petra, mann ebet evit chakad o genoù memestra. « Eurioù teñvalañ hor istor » gouzout a rit… Hag ur sapre yalc’had arc’hant a oa bet rastellaet da geñver an afer, war ar marc’had…

Manier pasionaria ar stourm a-enep an harellerezh er skolioù eo deuet mamm Anna-Chloe da vezañ, betek sevel hec’h embregerezh dezhi hag he c’hevredigezh. Koach a-enep an harellerezh er skolioù eo bremañ war a seblant.

Brav ! Met perak an diaoul ne zistro ket en he bro da gas he stourm ? Rak ur c’hamerounadez eo Madeleine Lunet, mamm Anna-Chloe.

A-hend all, war he fajenn Facebook e kas fotoioù eus tud o pegañ luganioù a seurt-se war mogerioù Bro-C’hall : « on veut des écoles antiracistes« . Ha ma ? Ha pelec’h ez eus « skolioù gouennelour » e Bro-C’hall ? Er bannlevioù an embroaderezh a-enep ar re wenn da skouer ?

Mod-all e weler splann eo mamm Anna-Chloe ur vaouez enframmet e Bro-C’hall pa weller seurt foto war he fajenn Facebook :

He « broad da gentañ » ? Met perak ne zistro ket en he bro justawalc’h ?

Foto : pajenn Facebook Enfants de la lumiere avec notre foi

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Local

Wokisme à Pleurtuit. La majorité municipale débaptise le marché de Noël en « Village Enchanté », l’opposition monte au créneau

Culture, Culture & Patrimoine

Langue bretonne. Un Irlandais de Belfast publie une histoire du breton à destination des anglophones

A La Une, Sociétal

PISA 2025 : l’école occidentale au plus bas historique, la France décroche en lecture et en mathématiques — ce que dit vraiment le rapport de l’OCDE

Politique

Notes de lecture

International

Vox, ou quand la droite se souvient que les idées font partie du combat politique

Sociétal

Parcoursup : 1 néo-bachelier breton sur 5 quitte la région, et ce sont les meilleurs élèves qui partent le plus

Histoire, International

Irlande du Nord. Un ancien tueur de l’UVF affirme que les loyalistes étaient pilotés par le MI5

Culture & Patrimoine, Histoire

Avant 1789, la Bretagne fonctionnait sous le régime de l’autonomie fiscale

E brezhoneg, Politique

Div gazetenn nevez evit bouetañ he spered

Sociétal

950 fois Carcassonne, 50 fois Étienne : la gauche choisit ses victimes

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Immigration, Local, Loudéac, Société

E Lozaog (22), an MFR a stumm ar studierien « a-enep ar ouennelouriezh »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, Sociétal, Société

Hag ho po un tamm propaganda ouzhpenn ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ar maer David Samzun en deus savet klemm abalamour da « gomzoù gouennelour »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Afer Anna-Chloé : ar glemm disklêriet « didalvoud »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Prefeti Penn-ar-Bed a-enep an droukziforc’hañ +++

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Politique, Société

Taha Bouhafs kondaonet evit « kunujenn c’houennelour »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.