Urjañsoù Redon, Naoned, Kemper, Brest etre beuziñ ha neuñviñ

Publicité

Ur vro eus an Trede Bed eo deuet da vezañ Bro-C’hall. N’eo ket bet tennet tamm refleksion ebet eus enkadenn ar C’hovid hag emañ hor sistem yec’hed o vont d’ar strad muioc’h-muiañ.

E ospital Redon e oa serret an Trummadoù e-pad an nozvezhioù abaoe miz du, astennet e vo an diarbenn-mañ betek miz c’hwevrer ! Ur medesin a zo nemetken hag e c’hell bezañ galvet gant ar SMUR.

E Kemper, An Oriant ha Brest SOS Medisin a zo beuzet ivez, biskoazh n’o deus ket bet ar 14 medisin kement ha taolioù pellgomz. N’int ket mui evit reiñ fas d’al lañv a dud klañv diwar ar grip, ar C’hovid hag ar bronkiolit. Memestra el Liger-Atlantel : un diouer a vedisined, a glañdiourezed mui an teir epidemiezh o skeiñ war un dro, setu ar Samu etre beuziñ ha neuñviñ.

Keloù mat evit echuiñ : e Sant-Turiav, e bro-Pondi, e vo digoret un ti yec’hed e miz genver ! Unan all a zo war ar stern e Mêlrant gant ur skourr e Gwern. Dilennidi ar vro o deus stourmet evit an tiez-yec’hed-mañ ha n’eo ket ar servijoù kreiz e Paris.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.