
Joëlle Kerivin (eks-renourez ar Folle Journée e Naoned) : “Anzav a ran ma fec’hedoù”
Barnet d’an 09 a viz meurzh gant lez-varn Naoned, Joëlle Kerivin he deus anzavet he holl bec’hedoù. Pec’hedoù arc’hant evel just rak ganti eo bet bogodennet muioc’h evit 600 000€ eus kefioù ar “Folle Journée”, gouel ar sonerezh klasel eus Naoned. Bogodennet he deus ivez arc’hant ar gevredigezh gwegelour “Espace Simone de Beauvoir” hag a oa prezidantez anezhi. Rak ur