En e grevañ emañ brezel ar c’harterioù e Naoned ! Bellevue deus un tu, Malakoff deus un tu-all, ar Breuil, …. Diwar ma komañs an trafikañ dramm en ul lec’h bennak e krog an hailhoned d’en em ganañ etreze forzh penaos.
D’ar yaou 02 a viz meurzh e oa Keny G., 26 vloaz, dirak ar barner. Sach blev a oa etre karterioù ar Breuil ha hini Bellevue e 2018 (hag ez eus c’hoazh !), ken e tarzhas ur fuzuilhadeg d’ar 14 a viz mae e kreiz Bellevue. Tri den a vo diskaret. Gloazet nemetken. Un nebeut devezhioù a-raok he doa graet un vandenn eus Bellevue ar memes tra er Breuil. D’ar 14, e teuas a-benn an dennerion da skarzhañ kuit, memestra. Devet e vo o c’harr-tan (laeret evel just) un tamm diwezhatoc’h e Gregamp-ar-Feunteunioù, e Bro Naoned.
‘Tal kichen an oto devet e vo adkavet ur maneg gant ar boliserien. ADN Aboubacar Fofana warnañ. Hemañ a vo lazhet gant ar polis un nebeut mizioù war-lerc’h er Breuil tra ma oa o klask tec’hout kuit. Un taol-dispac’h a savas diwar ar marv-se hag a badas e-pad devezhioù.
Met Keny G. a oa en afer e Gregamp ivez. Adkavet e vo e ADN. Ha bev eo eñ. Diriaou dremenet e oa dirak ar barner evit an taol-mañ. Hervezañ en doa klasket “reiñ un tamm sikour da vignoned”. Peseurt re ? Chom a raio mut. A-benn ar fin e voe kondaonet d’ur bloavezh toull-bac’h. Er prizon e c’hello adkavout mignoned eus Bellevue hag ar Breuil, fiskal !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse
Ne savez vous pas que la langue officielle est LE FRANCAIS ???????
Le bon docteur !
Les commentaires sont fermés.