Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pleneg-Nantraezh (Pentevr) : Gwez Palm e plas tilh

Me a zoug hiris da giz ar gwez palm plantet e pep lec’h e Breizh. Gwechall e veze plantet seurt plantennoù ekzotek gant moraerien bet mordeet er broioù tomm, Afrika pe Antilhez, ganto. War-lerc’h bezañ c’hoariet ar c’hi-mor dindan hag a-us gouriz ar bed e veze prennet un ti en Arvor ha plantet ur wezenn balm evit derc’hel soñj eus an amzer gozh. “Veteranted ar Rwayal” a rae se da skouer.

Bremañ e vez plantet gwez-palm dirak e di mod “kub” gant forzh piv. Ur gwir vosenn ! Ha petra lavarout eus ar c’humunioù a blant seurt plantennoù ekzotek e pep lec’h, dreist-holl en Arvor.

Setu ar pezh a zo c’hoarvezhet e Pleneg-Nantraezh e bro Pentevr. E miz genver e oa bet embannet gant an aotroù maer e felle dezhañ cheñch plantennoù ha gwez ar bourk, nevesaat ar “végétalisation” evel e vez lavaret e galleg a-vremañ. 22 tilhenn a oa war ar blasenn Amiral Charner, lakaet en deus ar maer en e benn da droc’hañ anezho evit plantañ gwez-palm en o flas. Ur petition a zo bet lañset kerkent gant tud ar gumun met ne reas forzh ar maer : d’an 31 a viz meurzh e voe troc’het an tilh gant ar servijoù teknik ! Fotoioù eus an droc’hadeg a zo bet kaset war ar rouedadoù sokial gant ar gevredigezh ekolo Soleco. Da geñver ar c’huzul kêr e voe displeget gant ar maer Pierre-Alexis Blévin, a oa kudennoù gant gwriziennoù an tilh. Bon, lakomp, met perak int bet plantet un dek vloaz zo bennak neuze ?

Gwez-palm a zo bet dibabet gant Pierre-Alexis Blévin evit kinklañ e vourk hag eno emañ ar glanvenn. Hag eñ en deus kemeret harp war rentañ-kont ar GIEC evit justifiañ e choaz  ! War a seblant e vez aliet gant ar GIEC choaz plantennoù eus ar mor kreizdouarel evit kinklañ ar c’humunioù rak ganto e vez sunet nebeutoc’h a zour !

N’eo ket akord dilennidi an tu-enep gant se : hervezo n’eo ket bet dibabet ar gwez-palm abalamour d’an ekologiezh, d’ar “skeudenn” ne lavaromp ket. Fellout a rafe da bPierre-Alexis Blévin e vefe Pleneg-Nantraez ur gêriadenn dudi-mor mod “Côte d’Azur”, hervezo !

Ar C’hôte d’Azur e Breizh, na petra c’hoazh ?

Crédit photo : kont Facebook Soleco

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Environnement, Immobilier

Perak n’hall ket mui kumunioù zo dereiñ aotreoù sevel ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky