Publicité
Ho pet soñj ouzh an difi « 1000 familh » lañset e 2025 evit ma c’hellfe tiegezhioù bevañ e brezhoneg penn-da-benn ? Ur bloaz eo dija ar raktres-mañ ha 216 familh o deus emezelet er rouedad. Ar pezh n’eo ket fall, tamm ‘bet.
Emvodoù a zo bet aozet un tamm partout e Breizh e-pad ar bloavezh-mañ evit prezañtiñ an afer : e Pondi, e Karaez, e Dinan, e An Oriant, e Ploneour-Lanvern, Kemper, Gwengamp, Montroulez, Brest, Sant-Ervlan, … ma’z eo bet gwelet Mazeaz Le Brun dreist-holl o prezegiñ e anv ar gevredigezh. ur gwir dro Breizh graet gantañ !
Embannet eo bet gant 1000 familh e vo aozet emvodoù nevez, emvodoù fizikel pe dre zoom, evit prezantiñ ar raktres ha displegañ an ostilhoù a zo bet forjet dija. Evit lakaat ar brezhoneg e kreiz buhez ar familh !
E Zeland-Nevez an hini eo o deus kavet mennozioù diazezerien ar raktres, er gumuniezh maori ma vez klasket gant familhoù zo adstagañ gant o gizioù hag o yezh orin. Ur gevredigezh a stroll ar familhoù-se du-hont hag a gas da benn ar memes raktres : Kotahi Mano Kāika an hini eo. Hag avañset mat int dija. Labour Katell Chantreau war treuzkas ar yezh er familhoù (diwar an dezenn a zo bet skrivet ha soutenet ganti) a servij d’ar gevredigezh « 1000 familh » ivez evit kas da benn he strategiezh.
« N’hall ket ar skol ober pep tra » a lavar Katell Chantreau « dav eo adsevel familhoù ma vez brezhoneg yezh an tiegezh » ar pezh zo gwir evel an Aviel !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Publicité