E Brehant-Loudieg, e vehe tud kozh é chom e kozh tier diyec’hed

Publicité

Ar geizh ! E-pad m’emañ repuidi é veviñ e tier renevezet get hor argant peotramant ostelioù paeet get ar stad hag ar c’huzulioù departamant, zo tud kozh é veviñ e lojamañtoù dirapar.

Setu ar pezh a c’hoarvezhahe e Brehant-Loudieg, nepell a Bondi. Teir vamm-gozh, àr o leve abaoe pell, a zo é chom er « residence Noë », ur rezidañs sosial meret gant HB Habitant, ur feurmer ag An Oriant. « Ur gleibenn » reve ar mammoù kozh. Prenet zo bet un higrometr get unan anezhe : etre 96% ha 98% a c’hlebor durant ar gouiañv. Ha tommet ar lojamant !

Ha glebor en arrebeuri. Pikoù-du partout. Razhed a zo é kantreal ivez. Galvet zo bet un embregerezh aveit gober o stal dezhe met goude m’eo tremenet an teknisian eo kouezhet lambriged àr gwele ur vamm-gozh. Leun a breñved e oa an doublaj !

Reve ar feurmer sosial, n’eo ket gwir tout se. N’eo ket dirapar ar lojamantoù hag ar problemoù a vehe dre faot ar vammoù-gozh. Muzuliet eo bet an higrometriezh get un den eus HB Habitant ha kavet 30% getoñ da skouer ha n’eo ket 98%.

Un arbennigour a vo anvet hag a dalvo da varnour peoc’h etre an daou du. Da c’hortoz, eo bet galvet an animatour Julien Courbet gant an teir mamm-gozh.

Er lojamantoù a vez roet d’ar repuidi, n’eus ket kement a broblemoù, erhat.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Gwened : sinet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get ur gevredigezh studierion

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration

Utopia 56, sindikad ar vreutaerion eus Bro-C’hall ha sindikad ar varnouriezh skoazh-ouzh-skoazh evit ar… repuidi !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.