Brest : « Arkea (…) » e vo anv ar stad nevez !

Arkea (mui un dra bennak)… Ma ! Echu gant ar stad Francis-Le Blé, bremañ e kanno aduerien an « Ultra » hag ar « Celtic » er stad Arkea (mui un dra bennak), diwar anv ar bank evel just. Embannet eo bet tout se d’an 12 a viz gouere e sez ar C’hredit Mutuel er Releg gant ar breudeur Le Saint, anezho prezidanted ar Stade Brestois, dirak un aridennad a bennoù bras hag a gazetennerien.

E 2027 e vo echu gant labourioù ar stad nevez hag a gousto 106 milion €.

Dav e vo kavout anv klok ar stad bremañ : diwezatoc’h e vo embannet choaz ar renerezh. Ha daoust hag eo bet dibabet da vat dija ? Hervez Denis Le Saint e c’hello an aduerien lavarout o soñj. Hag ur sondadeg a vo aozet ? Arkea a vo ‘barzh, se zo sur met ur ger all az aio gantañ : Arkea park ? Arkea Armoricaine ? Arkea Stadium ? Arkea Arena ? Ur gwir « foar an anvioù » eo deuet da vezañ ar rouedadoù sokial !

Gant Denis Le Saint eo bet termenet ar pal da dizhout bremañ gant ar skipailh : erruout e top 10 ar c’hampionad Bro-Frañs ! Kalon vat !

Crédit photo : Kont Twitter Stade Brestois / Tisavour François de la Serre

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

BREST, Local, QUIMPER, Santé, Sociétal, Société

A Brest, une formation « Accueillir et accompagner une demande de féminisation ou de masculinisation d’un adulte en soins primaires dans une approche transaffirmative »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : lakaat tan en un den evit 1500€…

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.