Redon : an eil-maerez skoet gant hailhoned oc’h ober ur rodeo

Publicité

Skoet eo bet eil-maerez Redon, Delphine Penot, d’an noz etre ar 25 hag ar 26 a viz eost !

Emañ ar vaouez-mañ o chom e kreiz-kêr Redon. Ha d’an noz-mañ e oa he zro da vezañ « war evezh » e kenkaz ma c’hoarvezhfe un dra bennak e kêr. Ha justawalc’h, tro 1e00 mintin e klevas trouz er straed just dirak he savadur. Diskeiñ a reas ha gwelet a reas tud mezv tro-dro d’ur c’harr-tan hag en doa bet ur gwall-zarvoud. Buan-tre e komprenas ne oa ket just ur gwallzarvoud bennak met disoc’hoù ur rodeo kêr. Huchadennoù, trouz, an dud a oa dindan boeson tro-dro dezhi. Ha, dreist-holl, o doa aon he defe an dilenniadez galvet ar polis.

A-daol-trumm, e lammas ur vaouez warni. O sachañ war he blev. Hag un eil ! Kouezhañ a reas an dilenniadez hag ar maouezed o skeiñ ganti war al leur par ma c’hellent. Eüruzamant e voe mestroniet an div gebenn gant paotred yaouank. Unan eus an div vaouez a oa ouzh stur ar c’harr-tan ha ne felle ket dezhi e vefe bet galvet ar boliserien.

Ha ne oa ket sioulaet an div wrac’h pa erruas ar boliserien a-benn ar fin, kenderc’hel a raent da huchal, da skeiñ. Dindan boeson e oant ha marteze dindan drogach.

Aon he deus bet Delphine Penot hag ehanet eo bet e-pad daou zevezh gant he medisinour.

N’eo ket ar wech kentañ ez eus seurt rodeo e Redon, siwazh. Daou eo lavaret en deus cheñchet kalz poblañs Redon ar bloavezhioù tremenet…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Bez Roparz Hemon a vefe en disherit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ur raktres wok arc’hantaouet gant ar Redadeg c’hoazh ar bloaz-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Lannarstêr : serret e vo ur skol divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, VANNES

Ur c’hlas divyezhek nevez ‘ba Arzhal, mes ‘ba Maoron…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Technologies

Treebal, ar Whatsapp e brezhoneg troet e gallaoueg ivez (ha katalaneg) !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Insolite

D’ar 6 a viz even e vo « Disprizioù ar brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.