Lampedusa…

Pet gwec’h hon eus klevet anv an enezenn-mañ dija ?

A-raok 1843 ne oa hogozik den ebet war an Lampedusa. Tost didud e oa, gant pesketerien amañ hag ahont. Ha c’hoazh ne oa ket Italianed anezho. Gallaoued a zo bet (6 familh), Maltiz, Saozon, Rusiz. Un seurt enezenn kollet er Mor Kreizdouarel hag a glaskas meur a impalaerezh lakaat dalc’h warni.

E 1872 e voe savet un drevadenn karc’har warni memes. Ar baradoz !

Ar pezh ‘m eus c’hoant da lavarout eo : n’eo ket un enezenn a-bouez evit Italia. N’eo ket evel kement ha inizi grek hag a zo beuzet ivez gant an henvroidi tra m’eo douaroù pouezhus hag arroueziek e istor Bro-Hellas. Lesbos da skouer a zo anv anezhi dija er vitologiezh c’hrek.

N’eo ket memes kont gant Lampedusa. Hogen, Lampedusa bremañ a zo deuet da vezañ un droukvallozh evit Europa. Re dost eus arvor Afrika emañ ha dre-se eo deuet da vezañ un nor digor evit holl vizer ar bed. Dreist-holl evit ar re a fell dezho profitañ eus ar C’haf e Bro-C’hall !

Dilaoskomp Lampedusa neuze. Ra vo advroet Italianed Lampedusa ha profet an enezenn-mañ da Afrika ! Memestra evit Linosa un tamm pelloc’h. Laoskomp dezho an daou damm patatez-mañ ha marteze ivez enez bPantelleria hag a zo just dirak an Tunizi.

Diaesoc’h e vo dezho mont betek ar Sicile. Dilaoskomp tout an douaroù a c’hellont tizhout aes ha savomp ur voger a vigi brezel dirak ar Sicile, dirak Malta, aze e c’hellimp difenn aesoc’h an douaroù Europad-mañ rak ne vint ket beuzet ken aes.

Bremañ, forzh penaos, n’eus ket mui tamm spi ebet : ar brezel etnek a vo en Europa. Re niverus int ha ne vo ket moaien advroiñ anezho holl, ha pa vefe un Eric Zemmour e penn Bro-C’hall. Gant an nivez a dreitourien n’hallo ket ober ar pezh en do c’hoant, mod pe vod. Ha penaos e c’hellomp krediñ e Marine Le Pen ? Biskoazh ne vo kemeret diarbennoù kreñv ganti, sklaer.

Ur brezel etnek a vo surawalc’h ha n’eo ket sur e vo gounezet ganimp. Ar pezh a c’hellfe c’hoarvezout eo « ul loderezh eus an dachenn-annezañ ». Setu. N’eo ket ar pezh a fell deomp kaout met n’eo ket sur hor bo gwelloc’h. Hag e c’hellimp leuskel dezho Mélenchon ha Sandrine Rousseau ouzhpenn-se !

Da c’hortoz, dilaoskomp tout an inizi european eus ar Mor Kreizdouarel re dost eus Afrika. Ur pouezon eo deuet da vezañ evit Europa a-bezh !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Kenavo Lampedusa…”

  1. Taliesin dit :

    Ya, dilezomp kement roc’hell didalvoutzo, betek Mayotte. Breman, evit ar perzh a sell doc’h ar brezel diabarzh, n’eo ket sur e vo anezhon. Marse vo gwash : en em lokel a ray hor re da vervel ha da vont a-ziàr well.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Société, Vie Pratique

Goude ar gouelioù, ur banne Kefir bemdez evit kavout ar yec’hed

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.