Pirieg (44) : ur familh banted gant trafikoù dramm dre fazi, Ebym Bwala kondaonet evit an eil gwech

E 2019, tro 3e mintin, e tegouezh pevar den en un familh koñversanted eus Pirieg, etre Morbihan ha Liger-Atlantel. Armoù a zo gant ar c’homando. An tad a zo oc’h ober e strinkadenn pa klev huchadennoù. En e saloñs, pevar c’hanfard o vantañ e familh. A-raok pell e vo eñ, hanter noaz war an daoulin, ur bistolenn ouzh e benn.

Emañ ar pevar c’hanfard o klask an « 300 000€ a zo kuzhet en ti ». « 300 000 petra ? » a c’houlenn an ostant. Ur c’hoñversant eo, onest, hag az a bep mintin, abred-tre da c’hounid e damm bara evit e familh. Bazailhet e vo gant al laeron. Taolioù fust war ar penn pa ne ve ken.

Buan e kompren al laeron o deus graet ur fazi memestra : n’eo ket an ti mat ! Ur mignon dezho o doa lavaret dezho e oa un trafikour dramm tro Gwenrann met n’int ket degouezhet en ti mat.

A-benn ar fin e skampont kuit. O lostoù en o c’harbedennoù. O leuskel ar familh evel-se, gloazet eo an tad.

Labour mat a vo graet gant an archerien rak buan e vo tapet ar pevar den.

E penn ar c’homando, ur c’hanfard eus Naoned : Nodier Ebym Bwala Muendy. Anavezet mat gant ar polis. Kondaonet 35 gwech dija ! Gantañ an noz-mañ e oa « Mehdi » ha « Biggi » hag unan all.

Kondaonet e oa bet ur wech kentañ da 20 bloavezh toull-bac’h. Apel en doa graet. D’ar 15 a viz c’hwevrer e oa e-unan dirak lez-varn Naoned. Mehdi Bouchaid zo war dec’h hag ar re all « en ur vro estren« . Sueden ? Finland ? Selaouet o deus ar varnerion Nodier Ebym Bwala Muendy o tibunañ e brezegenn, o lavaret pegen « mantret e oa abaoe an noz-mañ ». A-benn ar fin eo bet kondaonet da 17 bloavezh.

Hag ar familh koñversanted ? Speredoù debret a-virviken…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Economie

Le chantier fondateur du Titanic, Harland & Wolff, exclu des chantiers autorisés par l’UE : une décision administrative aux conséquences limitées

Economie

Nantes. La Fonderie Atlantique Industrie ferme ses portes : un siècle de savoir-faire naval parti en fumée

Immigration, International

Angleterre. Une femme violée en réunion sur une plage de Brighton par trois migrants arrivés en canot pneumatique

Suisse

Economie, International

Cash garanti par la Constitution : la Suisse fait le choix clair de la liberté

A La Une, NANTES, Politique

Municipales. De Nantes à Brest, la gauche prête à toutes les compromissions avec LFI pour se maintenir au pouvoir

Politique

LR et RN : une porosité croissante à droite, mais deux électorats encore séparés par leur rapport au monde

Insolite, Local, RENNES

Insolite : A Rennes, des ateliers gauchistes pour apprendre à draguer

Plan de sortie de flotte

Penmarc'h, Sociétal

Le Guilvinec (29). Haliotika dévoile sa nouvelle exposition sur la filière pêche

International

Un cardinal allemand alerte sur l’immigration de masse et défend le droit des nations à préserver leur identité

Economie, Environnement

Smartphones : progrès écologique réel ou simple vernis marketing ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest (29) : « Tata » a oa e penn un trafik dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Vañde : 1000 anneziad hag un trafikour dramm !

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Dinan : Tennoù er site Bretonnière

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, PONTIVY, Société

Pondi : 39 menneg àr e roll lez-varn, chom a ra ‘b’ar prizon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bro-Raez : un « Uberdramm » dispennet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.