Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Publicité

D’an 31 a viz meurzh, e pign ur plac’h yaouank en tren e Sant-Brieg evit mont da Roazhon. E kerz ar veaj ez a war ar savenn evit pellgomz. Un den a zo amañ dija. Ur maghrebian o vutuniñ butun-drol. Ne glask ket ar vaouez gouzout pelloc’h ha ne lavar netra dezhañ. A-daol-trumm e sant ar vaouez eo bet skoet gant un dra bennak. « Ur brank ». Ar Maghrebian eo en deus skoet ganti emezi. Tud tro-dro a sikour ganti.

A-benn ar fin eo bet serret an tagour pa oa o tiskenn eus an tren e Roazhon kar pellgomzet eo bet d’ar polis.

Ur c’hlasker-bara eo ar paotr, Marokan a vroadelezh. C’hwec’h menneg war e roll lez-varn dija. Dindan OQTF e oa e Lannuon met « fellout a rae dezhañ mont da Vro-Spagn ». Klevout a ra « bipoù » en e benn. War a semblant eo trelatet.

A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h d’an 2 a viz ebrel. Trelatet met ket a-walc’h evit bezañ kaset da ospital ar re sot. Ha kaset e vo d’e vro un deiz bennak ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Ae memes re evel boas !

  2. Patrick Yves GIRARD dit :

    Ar memes-re evel boas avat !!!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.