page contents
Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Stephani-e Stoll (strollad macronour er Rannvro) o redek war-lerc’h an “ebarzhataerien”

Aaaaaaah Stéphanie Stoll, pe “Stéphani-e Stoll” hervez he c’hont twitter. Ur sapre hini !

Da gentañ tout eo Stéphani-e ur c’haochistez. Gaochistezoc’h n’eus ket war marc’had Gwengamp. Kleizour, wokour, benelour mod nevez. Da lavaret eo e heul tout ar pezh a vez graet pe lavaret gant un tu-kleiz a-vremañ az a war e gement-all. Ha Stéphani-e a zo bervidant pa vez anv da skignañ mennozhioù an tu-kleiz-mañ ! “Fañch ar peul a ya da heul” a vez lavaret du-mañ. Gwechall e oa diouzh ar c’hiz da vezañ “Mao” pe “Guevarour”, bremañ eo dav bezañ “antifa”, “evit ar repuidi” ha “benelour”. Ha cheñchet en deus kalz an tu-kleiz ! Debret eo bet gant ar gaochism, milliget gwechall.

Ne viras ket ouzh ar c’haochistez Stéphani-e da vezañ lakaet hec’h anv war listenn ar vakronisted e 2021, evit an dilennadegoù rannvro. “Ur gouarnamant a wallerion” a veze lavaret d’ar mare-se diwar-benn gouarnamant Castex da heul afer Darmanin. Met ne vern, Stéphani-e he doa kavet ur plas gant ar vakronisted, Thierry Burlot hag all. Gaochistoc’h n’eus ket pa vez anv da gaterat gant ar mignonezed hogen pa vez anv eus an dilennadegoù ha pa vez klevet c’hwezh ur sez er Rannvro e c’hell Stéphani-e bezañ kalz “souploc’h” he mennozhioù.

Abaoe m’eo loc’het ar Redadeg, e kas ar sapre “Stéphani-e” kemenadennoù ha kemenadennoù war ar rouedadoù sokial. Hag ar vakronistez techet da reiñ kentel vat da dout an dud !

Da vBreizh-Info evel just :

Rak Breizh-Info a “wallziforc’hfe”. Met piv ? Ha Breizh-Info a glaskfe “ebarzhata” ivez. Aaaah, un irienn ! “Ebarzhata” ! Evel Stéphani-e e bed ar brezhoneg hag e-barzh Diwan evit ar Makronistan marteze ?

Met estreget Breizh-Info a glask en em silañ e-barzh bed ar brezhoneg evit itrikañ hervez Stéphani-e. An UDB a zo en irienn ivez ! Rak ur gwaz sandwich eus an UDB a zo bet gwelet gant Stéphani-e o klask “ebarzhata” dre… brenañ ur c’hilometr ha redek anezhañ. Ha hi zo bet “spontet” gant seurt abadenn euzhus ! Brrrrrr… Ha n’en defe ket graet ur “male gaz” bennak ivez ?

Ha setu petra a skriv diwar-benn ar “gwaz sandwich”spontus-mañ war he blog :

Quand se terminait le kilomètre 1233 que je courais au nom du conseil régional de Bretagne, je pensais encore accompagner le cortège. Il faisait doux, il y avait les copains et les copines de l’ancienne école des enfants, on descendait une côte, c’était fastoche. Mais la vision d’un homme-sandwich a brisé mon élan. Il s’apprêtait à courir le kilomètre suivant, acheté par un parti politique régionaliste, en affichant sur le ventre et sur le dos une immense publicité pour sa candidate aux élections européennes.

Mallozh Doue ! Quel choc ! J’ai rebroussé chemin, j’ai récupéré mon souffle et mon vélo, j’ai retrouvé mes pénates puis j’ai écrit sur un réseau social à quel point ce procédé me semble irrespectueux des associations.

Si l’homme-sandwich m’a tellement mise en rogne, c’est aussi parce que j’avais été ulcérée quand le même parti politique et la même candidate s’étaient incrustés à la manifestation de Diwan, début février à Saint-Brieuc, pour — sans vergogne — lancer leur campagne électorale européenne. Je me demande s’ils vont mettre le justificatif de don et le Cerfa de réduction d’impôts de la Redadeg dans leurs comptes de campagne !

Pouezhet he doa war ar boutoñs o kavout abeg en UDB. “Ar Parti !” Hag int prim da respont ! Stéphani-e a dap buan he fegement :

Plusieurs commentaires confondent — à escient ? — ce qui relève du politique et du partisan. Entre les invectives de cour de récré, j’ai aussi lu des attaques témoignant de l’ignorance du travail politique qui a permis d’aboutir au vote de la loi Molac en avril 2021. On me demande en breton :

Je pensais uriner dans un petit instrument à corde, comme souvent lorsque je m’exprime sur ce réseau social, quand deux responsables de ce parti régionaliste (néanmoins allié à un parti jacobin pour les élections européennes…) ont fait savoir leur courroux en m’invectivant en (petite) meute, dévoilant une aversion inattendue à la contradiction. Cela a créé une petite animation sur ce réseau social champion du « clash ».

Ha pelloc’h :

« Qui a fait campagne avec les macronistes quand Blanquer et les députés En marche ont cherché à rendre Diwan illégal ? Tout le monde peut se tromper, mais tu es mal placée pour faire la leçon. » a lavaret an UDBisted diwar he fenn… Bah ya Stéphani-e, tout se zo gwir. Diaes eo a-wechoù kompren penaos e c’hell Stéphani-e bezañ ken bras he beg. Mister, mister…

Met laouen eo Stéphani-e rak bremañ emañ e kreiz ar breujoù. Ha se a blij dezhi hardîzh !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Stephani-e Stoll (strollad macronour er Rannvro) o redek war-lerc’h an “ebarzhataerien””

  1. NEDJAR HOCINE dit :

    Nanterre(92). Scrivet ganin Hocine Nedjar.
    Farzus a-wallac’h eo ! Ha c’hwi a gred e vezo digemeret arc’hant digant ” Breizh-Info” evid prena eur c’hilometr ebbak digant ar Redadeg !
    Bezomp siriuz ! N’eo ked warc’hoaz an deiz e vezo digemeret tud an tu-dehou pella e mesk ” An Emzav” !
    D’am meno pell eo an daou du !

  2. NEVEU dit :

    Penaos den ‘bet ‘vit respont!!! Setu ur wech all ar pokez Paotr Yann ‘zo vont da respont un dra bennak.
    Spontus ha mat-tre. Ne ouien ket piv e oa ar peul-se. Evel-just nemet ul lip ar reor eus Renaissance…Ma Doue benniget ‘pelec’h ‘maomp kouet e kreiz ar c’haoc’h !Enor on tadoù kozh dit domp Sikour!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pembo (44) : tan er skol kozh, tri den yaouank serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, GUINGAMP, Local, Société

Goudelin (Bro Dreger) : funoù kouevr laeret, tiegezhioù hep internet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Santé, Société

Ar Fentanyl a zo erruet e Breizh (gant Joerjianed !)

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Politique

Bro-Dreger, bro an RN !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Informatique, Société

Desketa : la plateforme pour apprendre le breton en ligne est lancée !

Découvrir l'article

Local, RENNES, Sociétal, Société

A Rennes, une association subventionnée par la mairie organise des réunions pour personnes grosses… interdites aux hommes hétérosexuel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, PLOËRMEL, Politique

Pluveleg (56) : Tagoù a-enep Bro-C’hall ha 50 triliv laeret

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Immigration, Local, PONTIVY

Meliaj : Gant Kerlenn Pondi zo bet prezantet un abadenn war ar…repuidi !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Lizher digor da skipailh ar Redadeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Pornic

Bouez (Bro Raez) : un istrogell a ra ar goudrouz d’ar maer eus poanioù an ifern

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky