An holl a anav anezenned ha poneioù kreiz-kper Kemper, etre straed Sant-Frañsez ha straed Kereon, nepell eus an iliz-veur. Gildas Seneca eo o mestr ha kinnig a ra pourmenadennoù warno d’ar vugale.
Met ne blij ket da ekologourien zo. “Enespesadourien” a vez graet anezho. Evito n’eo ket reizh pourmen anezenned pe poneioù e-giz se en ur bourk rak “aon o deus rak an otoioù”. Hag ouzhpenn-se “n’eo ket c’hoarielloù an anezenned”. Lañset zo bet ur petision gant Projet Animaux Zoopolis (Paz), ur gevredigezh eus Paris, evit ma vefe berzet gant ti-kêr Kemper an aotre da bourmen anezenned ha poneioù. Ha piv en deus lañset ar petition-mañ . “Karine, un douristez o tremen bep bloaz e Kemper”. 19 000 sin a zo bet rastellaet abaoe ar 25 a viz gouere memestra !
Nac’h a ra ti-kêr Kemper plegañ dirak kement a sotoni. Hervez René Bilien, kuzulher kêr e karg eus ar yec’hedoni hag al loened n’eus ket ezhomm komz eus ar petision-mañ. Ha forzh penaos en deus astennet aotre Gildas Seneca hag e azenned “e-pad tri bloaz ouzhpenn“.
Ekolo bobo parizianed o klask degas o stultennoù e Breizh, ur gwir biljadur evidomp !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Kemper : 19 000 sin a-enep ar pourmenadennoù war an anezenned”
Hañ…! Penaos? ar vugalioù ‘zo fier da vont va’r c’hein an azenn da bourmen! An douristez Karina n’e’ ket ul lost a vefe mat n’he ronchig gwelloc’h un tamm houarn o ruziad n’he reor! Gwellet war voger dec’h n’un ti krampouez e Penmarc’h: Breton quand j’ai tort j’ai raison et quand j’ai raison je monte à l’abordage! Ma Doue Benniget!…kement a vec’h ‘m eus klevet an dra-‘e!!!