Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Publicité

War lec’hienn Quimper Cornouailles Développement, un ajañs kêraozañ ha diorren ekonomikel eus Bro Gemper, zo bet lakaet en-linenn ur manifesto anvet « Amzer ar vezh zo achu« . Gant ur strollad tud yaouank zo bet skrivet, 13 den en holl : Anna Robert, Anne Letailleur, Camille Diquélou, Clémence Ligen, Enora Bogard, Erell Lahuec, Jeanne Spriet, Kadvaël Jolivet, Ludivine Cruau, Lukaz Nedeleg, Morgane Lincy-Fercot, Pierre Nozet, Youenn Boulic. War a seblant eo bet peurskrivet ar manifesto-mañ e miz kerzu 2025 met prezantet eo bet d’an dud d’ar sadorn 25 a viz gouere e-kerz Gouelioù Kerne, ar festival kozh-noë a zo bet an dibenn-sizhun-mañ e kêrbenn Bro-Gerne.

Dek poent az a d’ober ar manifesto-mañ (skrivet e galleg gant frazennoù e brezhoneg amañ hag ahont). Mesk-ha-mailh e kaver traoù anat mui pe vui : evit ma ne vefe ket « mirdiket » sevenadur Breizh, evit mont pelloc’h eget ar frailhoù etre rummadoù-oad, fin ar « bedig », …

Mat-tre ha pa eo komzoù boutin dreist-holl.

Siwazh chom a ra re yaouank-se bac’het en o bedig-bed, ar bedig eus an tu-kleiz pellañ, blaz ar wokism gantañ. Taolomp ur sell war ar poent 8 da skouer :

Pebezh mizer ! Estreget e Roazhon II hag e-barzh bedig-bed ofisiel ar brezhoneg, e vot ar re yaouank, dreist-holl, ar vicherourion pe ar re eus ar skolioù teknik evit an RN bremañ. Poent eo dihuniñ ! Poent eo lakaat ho fri er-maez eus hall B Roazhon II.

Hag e c’heller mont pelloc’h : Ar vrezhonegerien yaouank bremañ a lenn Breizh-Info pe a skriv war Breizh-Info memes ha n’eo ket lizher-kelaouiñ an UDBy.

Setu ur manifesto « gwellaour » ha pozitivel neuze, ar pezh zo mat en ur mod :

Met, feiz ! Na drist eo gwelet tud yaouank ken techet da heuliañ « spered brein an amzer-vremañ ». Un afer a rummad-amzer eo moarvat. Abaoe ar bloavezhioù 2010 emañ holl heñvel ar re yaouank eus an tu-kleiz. Gwisket heñvel. Heñvel o doare da fichañ o blev. Heñvel o mennozhioù. Heñvel.

Pegoulz e teuio en-dro ar gwir emsavidi ?

Youenn eus Kemper

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh”

  1. Lukaz dit :

    Gwir eo, na drist eo! An dud-se eus an tu kleiz a zo bepred ur meskaj etre sotoni, lorc’h (a ya asambles alies), strizhder, hag emzistruj. Petra a c’heller ober? Kement-se ne vir e mod ebet ouzh an dud ordinal da genderc’hel da gomz brezhoneg ha da c’houlenn e implij er vuhez pemdeziek. Ne zleomp ket, dindan degouezhioù ebet, lezel ar privilej-se d’ar c’haochisted. N’int ket hêritourien hor sevenadur.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Culture, Culture & Patrimoine, International, Patrimoine

Trois prix décernés aux podcast en langue cornique sur la BBC

ST-MALO

Saint-Malo : Brittany Ferries et les pompiers d’Ille-et-Vilaine signent une convention pour la sécurité en mer

Politique

Des Macron à Plenel, dernières lectures de plage. Et encore…

snsm_sauveteurs

A La Une

Devenir nageur sauveteur avec la SNSM : les inscriptions sont ouvertes pour l’été 2027

Politique

Charles Josselin (PS) devait son siège de député à Yann Fouéré

contraception

Santé

Pilule contraceptive : l’ANSM va écrire à 1,6 million de femmes pour les alerter d’un risque de méningiome

Environnement, Mont-Saint-Michel, ST-MALO, Vie Pratique

Grandes marées en Bretagne : jusqu’à 102 ce week-end, vigilance sur l’estran

Santé

Interdire le smartphone au lycée est une bonne chose. Mais pour les yeux de nos enfants, c’est déjà trop tard.

Sociétal

De la plume à l’intelligence artificielle, l’éternel procès de nos outils

Animaux, Environnement

Bretagne : le râle des genêts s’est tu [Vidéo]

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine

Brezhoweb dévoile son agenda culturel en breton de la rentrée 2026 : livres, podcasts, musique et applications

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine, Sociétal, Société

« Difi 1000 familh », ur bloaz dija !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Rakvotadeg Demokrat er Michigan : an tu-kleiz amerikan o vlaziñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.