Pondi : ur greizenn vezegiezh prevez digor 7d/7 a-benn nebeut ?

Publicité

C’hwezh medisin a chom ‘ba kêr bPondi. C’hwec’h hepken, ar pezh n’eo ket a-walc’h aveit ur gêr a 15 000 anneziad, mui ar c’humunioù tro-dro. Dre vras, ‘ba broioù an OCDE, ez eus 3,4 medisin aveit 1000 den, ar pezh a dalv e vehe dav kaout 51 medisin ‘ba kêr bPondi ! Pell-pell ‘mañ Yann doc’h e gazeg aze !

Hag unan a vedisined Pondi a zo tost àr he leve. Ha st’èl ‘ba meur a gêr a Vreizh me lakahe e koustele kant doc’h unan ne vo den ebet é vonet àr he lerc’h.

Rak se emañ intereset Christine Le Strat, maerez Pondi, get raktres un embregerezh hag a faotañ dezhi sevel ur greizenn vezegiezh prevez ‘ba kêr. Hag unan digor 7 deiz/7 àr ar marc’had !

Hag, àr un dro, e kendalc’h ar vaerez da glask daou vedisin gopraet get an ti-kêr hag a veke kontant d’em en staliiñ er Pol Yec’hed. Chañs vat dezhi aveit kavet daou bichon èl-se. E-menn ? Er Maghreb pe e Roumania ? Pezh a vehe ur chañs aveit tud Pondi memestra !

Ur gabined ispisializet a zo bet fiziet dezhañ get an ARS  ar mision da studiiñ tout ar raktresoù-se.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.