Malastred (56) : Dorn Sant-Jil torret evit an eil gwech !

Publicité

Piv en deus droug ouzh delwenn Sant-Jil, staliet bloaz zo nepell eus kouent an Augustines e Malastred ?

Paeet e oa bet an delwenn-mañ gant an arc’hant rastellaet gant an Tad Carteau. 219 den o doa roet o skodenn evit ma vefe kizellaet e maen-greun (eus Breizh !) ha savet an delwenn-mañ. Sant-Jil a zo bet skeudennaet un eizez en e gichenn.

Met dre ziv wech eo bet torret dorn an delwenn ! Ar wech kentañ e oa e miz eost just a-raok pardon ar c’hamping-kirri. Adstaget e oa bet gant an arzour da c’hortoz gwelloc’h ha setu hi torret un eil gwech e-kerz an noz etre ar 27 hag ar 28 a viz gwengolo ! Tri devezh war-lerc’h e voe adkavet gant un den hag a leuskas anezhañ e burev degemer klinikenn an Augustines. Pelec’h e oa e-pad 72 eurvezh ? Den ne oar…

Klemm zo bet savet gant ar person.

Crédit photo : Kont Youtube « Les infos du Pays Gallo »
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.