Gwelet az peus skeudennoù gouel an Huma ? Fest ar Strollad Komunour eo sañset ha huataet eo bet sekretour-meur ar PC Fabien Roussel. Gwechall ar re o defe kredet huchal an disterañ « hou » ouzh ar « c’hamalad kentañ » o defe bet bazailhet gant servij urz ar strollad met bremañ n’eo ket mui gwall-loened ar CGT hag ar PCF mestr war ar manifestadegoù eus an tu-kleiz. Er c’hontrol ! Bremañ eo ar black blocks hag ar wokisted a zo an ton hag ar son gante. Ha memestra e gouel an Huma. Bagadoù Raphaël Arnaud, da lavaret eo paotred katell, bourc’hizion eus skolioù-meur hag a c’hoari ar wazed, a rent penn da vicherourien diwezhañ ar PCF. Pebezh mizer me lavar deoc’h !
Memestra evit ar PS. Gwechall e veze implijet gantañ servij-urzh ar Lambertisted, bremañ emañ ar re-mañ gant LFI. Setu ar PS noazh-pilh ! Disadorn, ez eus bet ur vanifestadeg er Gouel dirak stand ar Sokialourien Yaouank gant LFIsted wok o krial warne hag oc’h ober gouap douste. Hag ar sokiakourien a oa kuzhet en o zeltenn. Setu gwir gamaladed aze !
Ha perak tout-se ? Peogwir e fell da Jean-Luc Mélenchon diskouez piv eo mestr an ti. Eñ eo hag ar re ha ne zispennont ket e roudoù a zo kontet da « dreitour », « faskourien », « gouennelourien », « nazied » zoken, bremañ n’eus tamm harz ebet, tamm muzul ebet gant LFI. En o zouez ez eus ur bern hag a zo sur da c’hounid e miz mae. Ha goude e vo an diktaterezh, o diktaterezh. Int zo sur eus se. Gouez dezhe, ar sondadegoù a liv gevier holl ha Mélenchon a vez is-priziet peogwir eo an holl sondadegourien dindan Bolloré, Sternin pe me oar piv c’hoazh.
Choazet eo bet gant LFI ar radikalerezh, da lavaret eo e vez lavaret forzh petra gante. Seul radikaloc’h, seul welloc’h ! Prizon ebet, dizarmet e vo ar polis, ar SMIC da 1700€, arabat daskoriñ an Dle, serret e vo ar mediaoù Bollore, bemdez e ya pelloc’h pennoù bras LFI, a-nes kontañ eus an is-letananted hag a glask gounid o flas er porzh-yer o vezañ an hini radikalañ posubl.
Hag peurrest eus an tu-kleiz a zo rediet da zispenn roudoù ar strollad melenchonour. Mod-all e vo paeet ker gante er votadegoù kannad a zeu.
LFI eo a ro an ton en tu-kleiz bremañ hag an ton a zo foloc’h-folañ, wokist muioc’h-mui, dreist-holl evit a sell ouzh an enbroidi. Met flaer an ideologiezh LFI a zo gant holl strolladoù an tu-kleiz hiviziken. Hag e c’heller atav lakaat kemm etre LFI ha PS da skouer ? Ar re o deus ar memes ideologiezh bremañ. N’eus ket nemet un diforc’h etre an daou : an niver a radikalerezh.
Ha prest oc’h da vevañ en ur vro dindan dalc’h LFI ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.