Ghettosorri : achu gant ar merc’hed o 1000 levr war an hentenn Montessori ! [L’Agora]

Publicité

Yeaaaaaah !!! Bevet ar mod nevez, ar « Ghettosorri », da lavaret eo ar mammoù a fell dezho desevel o bugale « mod kozh ». « Mo’kozh » zoken ! Achu gant sotonioù Montessori ! Achu gant an « deskadurezh pozitivel » ! Bremañ eo ret d’ar vugale firiñ ! Mod-all e tapont ur flac’hadenn hag ez eont da gousket hep o asiedad kinoa. Diouzhtu !

Puten c’hast, arruet e oan skuizh gant ma c’hoar-gaer hag e 1000 levr Montessori. Lennet he doa pep tra war Montessori ! « Montessori evit ar re sot », « Montessori war enez Eusa », ha me oar me. Met, pa vez frikoioù familh e vez an holl dud o terc’hel warno kuit da skeiñ gant he bugale ken torr-penn int. Ur spont ! Biskoazh gwelet bugale ken dichek. Ma breur, penaos e c’hellez leskel an traoù da vont e-giz se. Ah ya, gwir eo, ma breur zo ur « gwaz disavet » ha fier-ruz da vezañ ouzhpenn-se !

E gwirionnez eo ul « lop' », ‘vel ma vez lâret du-mañ e Bro-Dreger. Ul lopagn !

Ha pa vez desavet fall he vugale, ne vir ket ouzh ma c’hoar-gaer da reiñ kentelioù da dout an dud war an doare de zesevel o re. Ha bewech ez a da gemer e levrioù Montessori evit reiñ muioc’h a bouez d’he arguzennoù (toull).

Ur gaochist eo ma c’hoar-gaer. Biskoazh gaochistañ ! Kejet he deus ouzh ma breur e Roazhon 2, setu perak… Met… ne oar ket e oa Maria Montessori pedagogourez ofisiel ar rennad faskour en Italia e-pad ur mare (a-raok bezañ dic’hrasiet, gwir), ne oar ket e oa bet arc’hantaet e-pad bloavezhioù gant arc’hant Mussolini (e arc’hant dezhañ !) ken e rae estlamm gant he labour. Ne oar ket e veze taget gant anarkourien ha gaochisted p’en doa graet annez e Bro-Spagn. Rankout a reas tec’hout kuit d’an Izelvroioù zoken ken dañjerus e oa deuet an traoù eviti.

E berr komzoù : tremenet eo Maria Montessori eus statud a bedagogourez ofisiel ar fachisted da bedagogourez ofisiel ar gaochisted !

Ne vir ket outi da vezañ savet priñsipoù a zeskadurezh interesus-tre met, dre ma’z a da gaoc’h tout ar pezh a vez touchet gant ar gaochisted, ez eus bet direizhet penn da benn he fennaennoù. Dav eo leskel ar vugale d’ober ar pezh o deus war zigarez « d’ober anaoudegezh gant o endro » pe da « arnodiñ ». Ha « dav eo kompren ». Kompren ar vugale p’o dez « barradoù fulor » pe « barradoù trivliadennoù ». Dav eo leskel anezho da « ezteurel ».

A-benn ar fin eo abalamaour d’an « deskadurezh pozitivel » mesket mui pe vui gant Montessori ez eus kement a vugale dichek, bresk en o fennoù, bugale ha n’int ket evit derc’hel war o nerzhioù, war o « barradoù fulor ». Bugale desavet gant pennaennoù feminist ! Ur rummad-oad a-bezh a zo bet aberzhet gant tout se.

Ne ouzon ket pegeit e pado mod nevez ar Ghettossori, an « enep-Montessori », met etretant bepred e c’hellin kas ma c’hoar-gaer da strakal burlu ‘lec’h he do c’hoant. Ha setu ur momed hag a c’hortozan anezhañ abaoe pell !

Ar werc’hez ruz

Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Education

Montessori : des écoles inaccessibles aux plus modestes ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Ici finit le monde occidental, Darrigade, Ingérable ou atypique, Maria Montessori, Les survivants de l’extrême : la sélection littéraire de la semaine

Découvrir l'article

Société

Montessori pour les 0-3 ans : le guide indispensable

Découvrir l'article

Social

« Le maître est l’enfant », un documentaire au plus près de la méthode Montessori

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.