Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »

Publicité
Emañ ar strollad dizalc’hour Douar & Frankiz o paouez kas war ar rouedadoù sokial e zezrann eus ar studiadenn TMO embannet e fin miz genver diwar-benn stad yezhoù Breizh.
Adembannet hon eus an dezrann-se, gant hor evezhiadennoù er fin.
Ar Brezhoneg : An digresk ! Abalamour da biv ?
Chomet eo lod ar vretoned hag ar vretonezed boemet gant ar studiadenn TMO nevez-embannet (20 a viz Genver 2025), lod all oa ket souezhet, ha krog eo ar fulor en o zouez. Gant ar studiadenn-mañ e tizoloer ar c’holl digredus a vrezhonegerion.ezed er bloavezhioù tremenet, pa weler ivez ez eo chomet ken stank all ar c’hoant da wareziñ ar yezh. Ar bec’h evit an digresk mantrus-se a dud gouest da gomz brezhoneg a c’haller teurel war abegoù anavezet-mat. Da gentañ e teu deus ar gloazadenn chomet gant ar berzañ implij ar Brezhoneg e-pad pell lakaet e pleustr gant ar Frañs, hag ar brezel kaset a-benn a-enep hon yezhoù a zo ar Brezhoneg hag ar Gallaoueg. Gallout a ra bezañ displeget an digresk abominabl abalamour d’ar re goshañ a ouie Brezhoneg a-vihanig aet d’an anaon. Distruj an ospital graet gant bro C’hall a zo kaoz ivez diwar-goust ar re goshañ war ar maez evit darn anezhe a ne c‘hell ket en em bareañ en un doare reizh. Dismantrañ arc’hantel ha melestradurel an ospitalioù evit profit d’an embregerezhioù prevez a lak diaes an dud paneve diposubl en em bareañ mat ha benn ar fin e varv abretoc’h ul lod anezhe.
Distrujañ hon yezhoù eo un dibab eus bro C’Hall en abeg ma n’eo ket bet sinet karta Europa ar yezhoù minorelet betek-henn. Barnañ a reomp amañ an dismegañs abominabl-mañ keñver gwirioù mab-den. Aspediñ a reomp ar stad c’hall doujañ ar gwir etrevroadel hag hor gwirioù diazezel.
Techet eo ar Frañs en em lakaat da « difenner » gwirioù mab-den pa ‘z int taget e broioù estrenn met mat e vefe dezhi bezañ reizh pep lec’h. Mat e vefe dezhi doujañ gwirioù mab-den e-barzh he vro dezhi ivez pe el lec’hioù diskleriet dezhi ganti. Frañs a varn Rusia dre ma ‘z eo lakaet bugale Ukreina da zeskiñ rusieg gant stad Rusia, met ken buhan all eo barrek evit skoilhañ ar familhioù e Breizh evit lakaat ar vugale da deskiñ Brezhoneg pe evit reiñ d’ur bugel un anv reizhskrivet e Brezhoneg (afer Fañch).
Youlek eo ar Frañs evit lakaat ar pobloù emañ o velestriñ da zisoñjal ez eus dioñte o tispartiañ anezhe deus o yezhoù ha deus o Istorioù, hag o tisoñsal ivez oa bet Breizh gouest da difenn e gwirioù meur a wech betek-henn.
Pouezus eo lakaat da soñjal o deus ar Rannvro Breizh hag ar 5 departemant ur giriegezh bras evit saveteiñ glad dizanvezel pobl Breizh.
Eta, an araokadenn -ken bihan ez eo- raktreset gant ar stad hag ar rannvro da dizhout 30 000 bugel skoliataet e Brezhoneg bep bloaz a roe spi. Koulskoude ar raktres-mañ n’eo ket bet kaset da benn o vezañ ma emañ 20 000 bugel skoliataet e Brezhoneg en holl.
Se zo kaoz e vez galvet ganeomp Ranvro Breizh hag ar pemp departamant da zoujañ o c’hiriegezhoù, keñver mirout sevenadurioù Breizh, hag ar yezhoù en o zouez, hag a zo un dra ret-buhez evit hor bro.
Ra ma vo Stad C’hall a-enep lakaat e pleustr ur seurt politikerezh evit ma vefe miret ha ziwanfe hon glad. N’omp ket evit bout souezhet deus an dra-se, rak eo nemet poellek e heulfe ar raktres-mañ gantañ, hervez pezh a zo bet kroget dija. Emañ o klask Stad C’hall da lakaat izel live an dra, evit ma glotfe mat gant e sav-poent hollvedel war an traoù. Ur sav-poent eñ e-unan a zo gouest da zispleg, met na gas netra da soñj deomp.
Ni a galv ar Ranvro hag ar pemp departamant da arc’hantaouiñ hor glad en ur lakaat arc’hant evit ur politikerezh yezh veur war tiriad Breizh a-bezh, hag en ur zigeriñ bras dorioù deskadurezh yezhoù Breizh.
Douar & Frankiz
Gant Douar & Frankiz e vez klevet amañ « prezegenn ofisiel » an Emsav : « re verr a arc’hant evit hor yezhoù », « abalamour da Vro-C’hall ne vez ket mui komzet na brezhoneg na gallaoueg e Breizh », « dav e vefe « zigeriñ bras dorioù deskadurezh yezhoù Breizh » » hag all.
Met ne gred ket Douar & Frankiz mont pelloc’h ! Gant ar studiadenn zo bet diskouezhet splann ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a dud bet ganet e Breizh o chom en hor bro bremañ. Deus pelec’h e teu an dud-se ? Eus Bro-C’hall evel just, tud pinvidik eus Paris, « winners » hag a zo o chom e karter an ti-gar e Roazhon pe Naoned da skouer, tud degaset gant an TGV betek Brest. Ha tud all eus Frañs o klask tiez marc’had-mat e Breizh. En o zouez, kalz tud eus Norzh Bro-C’hall, diouzh ar pezh hon eus gwelet paneveken.
Met estreget parizianed ha ch’tied a zo : embroidi eus Afrika pe Reter tostañ pe broioù ar reter a zo muioc’h-mui en hor bro, dreist-holl er c’hêrioù bras ha dreist-holl e Kreiz Breizh gant labourerien « nevez » an agroboued. Ha n’eo ket gant seurt tud e vo desket hor yezhoù. N’eur ket bet savet er ribod memestra !
E-korf c’hwec’h vloaz ez eus bet 5% a dud ganet er-maez eus Breizh ouzhpenn. E Breizh omp meurerlec’hiet evel e pep lec’h en Europa a-vremañ ! Int a ra bugaligoù desavet e yezhoù all. Ni ne reomp ket mui…
Met etreget an enbroerezh a zo kaoz eus digresk implij hor yezhoù : ar strategiezh ivez a zo da vezañ abeget. « Ar c’hêrioù eus Breizh-Uhel » a zo deuet da vezañ ar Jeruzalem nevez. Dav eo lakaat tout an arc’hant er c’hêrioù eus Breizh-Uhel. Tra ma’z eus nebeutoc’h-nebeutañ a vretoned o chom enno ! Emañ en Emsav o koll e skiant vat gant-se. Hag oc’h abuziñ e amzer, hep komz eus an arc’hant foranet evit ket ha netra abaoe bloavezhioù.
Abaoe m’eo bet savet e klask ar strollad Douar & Frankiz addegas ur seurt spered « diwar ar maez » en Emsav broadel o treiñ muioc’h-mui war gizioù ha prederioù ar c’hêrioù, domaj eo ne glask ket Alan Kloareg ag e re kinnig ur strategiezh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg, diazezet muioc’h war ar maezioù, evel a ginnig amañ Jakez de Poulpiquet da skouer.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »”

  1. T. Gwilhmod dit :

    Testenn ar c’haochist Alan Kloareg a zo leun a fazïoù brezhonek. N’eus ket moaien da lenn.
    Pa stader n’eus nemet 65 % eus an annezidi a Vreizh o chom er vro e weler a dra sur ez omp « meurerlec’hiet ».
    An diskoulm nemetañ a zo strollañ ar vrezhonegerien a youl vat da grouiñ darempredoù stank etre hon tiegezhioù brezhonek. Pezh a glaskan ober gant Emglev An Tiegezhioù https://emglev.wordpress.com/

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

International, Politique, Société

Un bar de Casapound incendié durant leur fête nationale : de la Vendée à La Spezia, le feu comme arme politique

éoliens

Environnement

Éoliennes flottantes en Bretagne Sud. Dernière ligne droite pour dire non : l’enquête publique s’achève le 28 septembre

A La Une, International

Le vent de l’Ostalgie souffle : reportage à Berlin et au Mecklembourg-Poméranie occidentale avant les élections.

Culture, Culture & Patrimoine, Football, Histoire, International, Patrimoine, Sport

Quand le FC Barcelone incite ses joueurs et supporters à parler catalan

FOUGERES, Local, Politique

L’OCF, ce parti communiste old-school dont le comité central est en Ille-et-Vilaine !

Politique, Tribune libre

Les 5 chantiers sur lesquels le RN pourrait décevoir (par aveuglement idéologique) [L’Agora]

E brezhoneg, Local, Loudéac, Religion, Société

Kerrien (22) : Miliadoù a dud evit ar pardon met…

Culture, Culture & Patrimoine

Les contrebandiers, Si tu penses bien, Resident Evil, L’Invitation, Histoires De La Nuit, Sham : la sélection cinéma hebdo

International

Irlande du Nord. Un dealer dans le viseur de l’UVF et de l’UDA pour avoir vendu de la drogue « républicaine » en zone loyaliste

A La Une

Fraude en entreprise : 4 tentatives sur 10 aboutissent, l’IA dopant les escrocs

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Un nozvezh a feulster e Laval

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Insolite, International, Patrimoine

Bro-Alamagn : Abaoe 3000 bloaz, ur familh a chom er memes lec’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Langue bretonne. Un Irlandais de Belfast publie une histoire du breton à destination des anglophones

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Brezhoweb dévoile son agenda culturel en breton de la rentrée 2026 : livres, podcasts, musique et applications

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine, Sociétal, Société

« Difi 1000 familh », ur bloaz dija !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.