Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Publicité

Norzh Bro-Gembre eo rouantelezh ar c’hembraeg. Hervez an niveradeg bet graet e 2021 e vefe etre 50 ha 80% a gembraegourien e kontelezhioù zo, hini Gwynedd da skouer.

Setu perak zo anv, gant kuzul ar Gontelezh, da lakaat an niver a eurioù gouestlet d’ar saozneg e skolioù da zigreskiñ. Betek-henn e oa e kembraeg 60% eus ar c’hentelioù, a-benn nebeut e c’hellfe mont da 70%.

Evel-se, hervez ar c’huzul, ne vefe ket mui divyezhek an deskadurezh, unyezhek kembraek ne lavaran ket, gant yezh Kembre hag a zeufe da vezañ yezh trec’h er skolioù.

An Tories a sav a-enep ar raktres-mañ en anv ar « choaz ». Met tamm-ha-tamm ez a an niver a dud a oar kembraeg war-zigresk er Gwynedd. E 1981, 76,2 % eus an dud a ouie kembraeg, e 2021 ne chom nemet 64,4%. E-keñver an niver a saozenegourion (ha kalz a estrañjourion eus an Trede Bed en o zouez) oc’h arruet bep bloaz er Gwynedd n’eus ket « choaz » justawalc’h.

Crédit photo :  Wikipedia Krembraek
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Bez Roparz Hemon a vefe en disherit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ur raktres wok arc’hantaouet gant ar Redadeg c’hoazh ar bloaz-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Lannarstêr : serret e vo ur skol divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, VANNES

Ur c’hlas divyezhek nevez ‘ba Arzhal, mes ‘ba Maoron…

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.