Afer a drafikañ dramm ? Setu ar pezh a soñj ar boliserien bepred : d’an noz etre an 21 hag an 22 a viz mae zo bet skoet e-barzh ur c’harr-samm eus an DIR gant ur BMW e Roazhon, tro kroaz-hent tro an Alma. Da lavaret eo, nepell eus « kartchier » ar ZUP Sud…
Just a-raok e oa ur c’harr-tan o poursu hemañ e kreiz-kêr Roazhon. A-raok war arrufe ar polis er jeu. An tri c’harr-tan a zae re fonnus evel just ha pa arruas an hini kentañ en Alma e skoas e-barzh hini an DIR a oa o labourat. 2 labourer a oa ennañ ha chifoket int bet.
E-pad ar « c’hours-poursuite » e voe lañset armoù dre brenestroù unan eus ar c’hirri-tan. Pezh a laka ar boliserien da soñjal ne oa ket an daou skipailh o c’hoari tos-tos an noz-se… Goude ar gwallzarvoud zo bet serret tri den eus ar c’harr-tan kentañ gant ar polis, ar re all a zeuas a-benn da dec’hout kuit.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine