‘Ba Langoned e weler brezhoneg skrivet un tamm partout : ar panelloù hent, asagnoù ar boutikoù, kemenadennoù an ti-kêr. Ha goût a ra brezhoneg plac’h ar vediaoueg ! Divyezhek eo ar skol bublik Jean Moulin ivez. Ha ‘ba añtre ar bourk eh eus ur voger livet get ur « pub » kozh e brezhoneg.
Kristian Derrien an hini eo hag a zo bet maer ar gumun etre 2000 ha 2020 en deus lañset an traoù kar paotr ar brezhoneg eo eñ.
N’eo ket mui paotr strollad Kristian Troadec (an « MPB ») e penn ar gumun ha padal e kendalc’h ar skipailh nevez get an erv boulc’het get ar maer kozh. Ar sizhun-mañ, da skouer, e vo sinet live 4 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg », da lâret eo ar live uhelañ get an ti-kêr. 30 obererezh a vo lakaet e pleustr !
Ur skouer e vo Langoned aveit ar c’humunioù arall a Vreizh-Izel !
Crédit photo : Gant GO69 – Labour an-unan, CC BY-SA 3.0, https://commons.wikimedia.org/w/index.php?curid=20076545
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Emañ Langoned é vonet da sinañ live 4 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »”
Kuitaet o deus « Mignoned ar brezhoneg » a zo aozerien Gouel »Broadel » Breizh komun Langonned evit mont da vMellag.
Perak ?
Klevet em eus ez eo en abeg da wokelouriezh lod eus an aozerien. Dizemglev gant labourerien douar zo na felle ket dezho prestañ o zachennoù ken.
Skarzhet e oa bet Emglev an Tiegezhioù hep displegadur skler ebet. Wokelouriezh enep kristen eta.