E Frossay (« Frozieg » hervez an Ofis), unan eus koshañ parrezioù Bro-Raez, zo bet taget ur c’houplad en e di e kreiz an noz. D’an noz etre disadorn 05 ha disul 06 a viz gouere e c’hoarvezas an afer. Ur vandennad a dud yaouank o deus klasket mont-tre dre ar c’harrdi met klevet int bet gant ar c’houplad ha dizarbennet eo bet an arsailh gant ar gwaz. Skoet eo bet gantañ ha gourdrouzet.
Tro 2e mintin e tistroas ar vandennad hag e stlapjont ur gloed ha panelloù hent ouzh an ti. Galvet eo bet an archerien hag e skampas kuit an hailhoned.
Hervez an archerien e voe un nozvezh spont e Frossay gant emgannioù ha tagadennoù a bep seurt.
Abaoe un nebeut e vefe erruet ur vandennad a hailhoned eus Pembro e Frossay ha feuls int. O rodal tro-dro d’an iliz e vefent.
E Pembro ez eus problemoù gant tud yaouank ha familhoù zo abaoe bloavezhioù ken ez eus bet anv anezho er mediaoù broadel.
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Frossay (Bro Raez) : ur c’houplad taget e kreiz an noz gant « yaouankizoù »”
Jusqu’ici, vous utilisiez Pembo et Frozieg dans vos articles. Et maintenant, « Frozieg selon l’Ofis » ? Et « Pembro », c’est selon qui ? Quelqu’un qui pense que pour se déconstruire, il faut changer les mots utilisés par les autres ?