Ur « c’hartchier » eo Maurepas e norzh Roazhon, gant tourioù uhel, trafikoù a bep seurt, fuzuilhadegoù. D’ar sul 06 a viz gouere, just goude 9e noz e stokas un den ouzh dor ur ranndi. Kougoul war e benn, ur gontell en e zorn. Anat, ne oa ket deuet evit profañ bokedoù d’un dousig bennak.
Div blac’h a oa er ranndi-mañ eus alez Brno. 50 a 60 vloaz anezhe. Digeriñ a rejont. Diouzhtu e lammas an den war unan anezhe hag e klaskas lakaat anezhi da gouezhañ diwar ar bondalez-diavaez. E-keit-se e klaskas eben tapout krog er gontell.
Gloazet eo bet an div blac’h : un traoma empenn evit an hini gentañ hag eben a zo bet troc’het he daouarn e meur a lec’h.
Aet eo kuit ar paotr goude e daol. Den ne oar ar rak hag ar perak eus an dagadenn-mañ. Trafikañ dramm ? Feulster a-enep ar merc’hed ?
Emañ ar polis o klask war e lerc’h.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine