Gwengamp : an hentenn divyezhek en arvar er skolaj Prévert

Publicité

Fellout a ra d’an Deskadurezh Stad serriñ ar 6vet divyezhek brezhoneg-galleg e skolaj publik Prévert e Gwengamp. Kelaouet eo bet tud ar skolaj ha tud ar skolidi d’an 11 a viz gouere gant ar rektorelezh, da lavaret eo just a-raok ma vefe serret ar rektordi evit ar vakañsoù. Diaoul biskoazh ! Hag evel warlene o deus savet tud ar skolidi o mouezh a-enep an diviz-mañ dre vanifestiñ dirak ar skolaj, gante ar gannadez LFI Murielle Lepvraud hag ar senedourez PS Annie Le Houérou. Pelec’h e oa an RN ha Reconquête an deiz-mañ ? Den ne oar. N’eo ket bet kaset kemenadenn souten ebet na gant an RN22, na gant ar sekretourez nevez Thomas Goolaerts. A’i eo poent dihuniñ war sujed ar brezhoneg e Breizh !

Hervez ar rektorelezh n’eus ket a-walc’h a vugale evit kenderc’hel an hentenn. Hogen, pemp bugel a oa enskrivet e fin ar bloaz, evel warlene. Met ar bloaz-mañ eo bet uhelet ar limit : 6 a zo rekis bremañ !

Goulenn a ra Div Yezh Breizh e vefe cheñchet tu d’he c’hrampouezhenn gant ar rektorez. A-raok an distro-skol e vo manifestadegoù all evit reklem e vefe kendalc’het an hentenn.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Politique

Murielle Lepvraud (kannadez LFI 22) dilennadegour gwellañ an RN

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.