« Queer Aman FC » setu anv ar skipailh mell-droad savet e miz even e Brest. E miz gwengolo e krogo ar skipailh er c’hampionad merc’hed. A-raok e c’hoarient holl en ASB (Association Sportive Brestoise) met savet o deus o skipailh dezho rak ne oa ket mat dezho ar fed m’eo « rannet dre jener » kampionad ar c’hluboù. Ha ne fell ket dezhe « en em chalañ » gant ar « spered kevaezerezh » kennebeut, ar pezh a oa a-bouez en o c’hlub kozh war a seblant.
Er c’hlub nevez e c’hello c’hoari merc’hed met ivez « treuzjeneraded » ha tud « andaouek ».
D’al lun, war tachenn ar C’havale Blanche, e bleustro ar « c’hoarierezed-ed-idi » war o sport.
Crédit photo : Instagram Queer Amann FC
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine