Ur voest ostilhoù evit treuzkas ar brezhoneg er skol-vamm

Embannet e vo e fin miz Gwengolo stumm dibenn al levr  “AR BREZHONEG DRE GOMZ ER C’HLASOÙ SKOL-VAMM”. Ur seurt boest-ostilhoù evit aozañ abadennoù a-bep seurt dre al lidoù, ar c’hornioù-c’hoari hag obererezhioù lies evit komz ha lakaat ar vugale skol-vamm da implij ar yezh !

Emañ Ofis publik ar Brezhoneg o labourat war un adlenn diwezhañ hag un adlenn a-fed termenoù da vezañ implijet. Un tamm dale ‘zo gant an deiziataer kentañ. Embannet e vo al levr-mañ evit un embannadur e stumm PDF gant liammoù hag a gas da zanvezioù all (TES da skouer).

Setu ar pezh a zo bet embannet nevez zo gant ar strollad Kelennomp.

Ganet eo bet al levrig-mañ diwar meur a levezon disheñvel : da gentañ ar skiant-prenet tapet gant ur skolaer, Renan Kerbiquet, bout kelennet e skol-vamm e-pad un nebeut bloavezhioù, ha da c’houde ul labour enklak kaset gantañ e-barzh  e glasad skol-vamm e-pad ur master Enklask war an didaktelezh – labo CREAD / skol-veur UBO/ ESPE Breizh . 

Donaet eo bet al labour-mañ dre un dezenn war ar stern e skol-veur Roazhon 2, evit keñverian ar mod ma vez kelennet ar yezh e-pad an 3 bloavezh kentañ er skol pe er rak-skol etre Breizh ha Kembre gant bugale eus familhoù ne gomzont ket ar yezh er gêr. 

Levezonet eo bet an teul-se neuze gant ar programm « Croesi i’r Bont » ( treuziñ ar pont) savet gant ar rouedad « magourioù » Mudiad Meithrin, e Kembre, evit bugale etre 2 ha 4 bloaz. 

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, LANNION, Local

Ur c’hlas divyezhek e Lanvaodez (Bro Dreger) e 2023 ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bastia : 68% eus ar skolidi en ur skol-vamm divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, NANTES

Banaleg-ar-Gevred ha Henwinieg (44) : klasoù serret, tud ar vugale fuloret

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Sociétal, Société

Yezhoù rannvro er skolioù : ur c’helc’hlizher war ar stern ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Valérie Pécresse evit ar yezhoù rannvro hag ar soubidigezh

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne

Le Faou. L’école Diwan organise un concert le 16 novembre [Vidéo]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky