E Bastia (Korsika), e-kerz an noz etre ar 04 hag ar 05 a viz gwengolo zo bet kontellet ur C’horsad yaouank Fransescu Angelini gant un den. Gloazet-fall eo. Operataet eo bet kerkent. Ur c’horsad all a zo bet gloazet met n’eo ket ken grevus hag e vignon.
Un emgannadeg he deus tarzhet e-kichen un davarn etre Korsiz ha tud eus ur gumuniezh all. Goude an taol kontell e vefe tec’het kuit Mohamad E. ur Sirian, met ur baper-anv dezhañ a zo chomet war e lerc’h. Diskred zo warnañ bezañ ar gonteller. Eñ pe ur mignon dezhañ, atav.
Dindan evezh emañ dalc’het ar gonteller hervez Corse Matin.
Korsiz fuloret o deus en em dolpet digwener da 7enoz dirak komiserdi Bastia war galv Forza Nova.
Crédit photo : DR
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine.