Yuna le Men, ur vrezhonegerez desavet ‘ba Diwan Baod é foetiñ bro e brezhoneg

Ur skoliadez a Ziwan Baod e oe Yuna Le Men. Ha n’he deus ket kollet he berton dibaoe. Mes a-holl-viskoazh e oe bet é vonet àr ar mor. Sot e oe get se dibaoe he bugaleaj. Hag hi 22 vlez bremañ setu hi partiet a Vrest d’ar 14 a viz gwenholon aveit ur veaj dengar. Treuziñ a ray ar mor atlantel durant blez. Mes tremen a ray dre ar Senegal aveit degas protezennoù ha reneveziñ ur skol eno. Ha ‘b’an tu-all ag ar mor e renevezo ur skol arall, ‘b’an Dominik ar wezh-mañ.

Ha dre n’he deus ket kollet he berton ha disoñjet he skol vihan e profito ag an ehanoù aveit kaozeal dre vizio get bugale Diwan Baod. Kontiñ a ray he beaj hag ar pezh a wel. Mod-se e c’hello skolidi Diwan deskiñ jeografiezh an atlantel, Afrika hag Amerika. Ha deskiñ traoù a-zivout ar mor, ar c’hlimat.

Yuna Le Men he doa dalc’het soñj a veaj Alain Malarde a Borzh Loeiz e 2012 trema Haïti pa oe bihan. ‘B’ar skol e oe hi get gwreg ar merdeour Beatris ar Mogn, renourez ar skol hag Alain Malarde a gaoze ingal get ar vugale dre urzhiataer. Bammet e oe bet ar plac’hig yaouank get-se hag e faote dezhi gober ar mem tra. Pa tistroio da Vreizh e adkrogo get he studioù a ijinourez ispisializet ‘ba savouriezh bagoù.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Yuna le Men, ur vrezhonegerez desavet ‘ba Diwan Baod é foetiñ bro e brezhoneg”

  1. Hervé Bretuny dit :

    ah ar c’hlimat, ar « marotte »vraz eus tout ar « bobo »ed , ar marotte eus an dud a barz ar sistem lol, ha muioh mui ev vez gwalc’hiñ a reomp empenn ar vugale, an dra se zo droukoc’h

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.