
N’eo ket ur frailh hag a zo bremañ etre an emsaverien yaouank eus Breizh hag ar re eus Korsika, ur mor ne lavaran ket. Stourm a ra ar vroadelourien korsad en O yezh, evit O gizioù, evit O sevenadur, evit O feiz kristen ha katolik, evit O douar ha n’eo ket evit Palestin, ar repuidi, an LGBT, ar merc’hed yaouank kozh o-unan gant ur c’hazh pe wokisterezhioù a seurt-se. Gwir vroadelourien eo ar vroadelourien yaouank korsad, gaochisted o deus desket brezhoneg e Roazhon 2 eo ar vroadelourien yaouank breizhad, amañ emañ an diforc’hañs !
Kaeroc’h zo, e Bro-Gorsika, e vez ar re yaouank chouanoc’h ha mirouroc’h eget ar vroadelourien kozh. N’int ket ken kontammet gant sorc’hennoù an tiers-mondism pe ar wokism. N’o deus ket foutr-kaer eus Aljeria pe Palestin pe ar Venezuela pe me oar. Ha n’emaint ket o randoniñ war amzer alaouret « Korsika Atav » (hag un emsav broadelour a zo bet e Korsika er bloavezhioù 20 ha 30 koulskoude) pe war skridoù kozh Frañsez Debeauvais.
Korsiz int, korsegour, katolik ha difenn a reont O fobl, ha n’eo ket pobl ar re all. Ha bevañ a reont er bloavezhioù 2020 ha n’eo ket e 1920.
Gloar dezho ! Kemerit skouer, breizhiz yaouank kar-ho-pro !
[Petision evit miret kroaz Quasquara]
Illustration : Ghjventù Independentista
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..
3 réponses à “« Terra Corsa, Terra Cristiana » : Ar re yaouank eus Korsika o tiskouez skouer vat !”
Enfin des gens qui ne se tordent pas le cou pour plaire à tout le monde. Ils sont chez eux, ils réagissent comme il faut pour défendre leur Corse
Sinet eo bet ar skriven-goulenn ganin ha profou a vo goude! N’omp ket vont da jom berr dirag a re tu kleiz hag ar Bikoioù!
Gant ma vo cheñchet penn d’ar vazh a-drugarez d’an Aotrou Beleg Divi Douarprad!