« Enarak » (Ar Gwennili) eo anv levr nevez Bernardo Atxaga. Hemañ zo ur skrivagner euskarad hag a skriv en euskareg. Troet eo bet e levrioù en un ugent bennak a yezhoù. Gant ar skrivagnerien katalan (troet e meur a yezh int ivez) eo unan eus ar skrivagnerien e yezhoù minorelaet arruet e stad al « lennegezh-bed », da lavaret eo eo anavezet e oberenn en holl broioù pe dost. E levr anavezetañ « Obabakoak » a zo bet lakaet e film ivez.
Er stalioù levrioù eus Breizh pe eus Bro-C’hall n’eo ket ur ral gwelet levrioù, polarioù da skouer, troet diwar ar c’hatalaneg. Un 200 bennak a tiez-embann a zo gouestlet d’al lennegezh e katalaneg ha, bep bloaz, e vez embannet muioc’h eget 10 00 levr e katalaneg.
Met diaes eo o jeu evit al lennegezhioù e yezhoù minorelaet all. E Breizh, da skouer, n’eus skrivagner e brezhoneg ebet a zo deuet da vezañ brudet er bed a-bezh.
« Lennegezhioù ar c’hatakomboù » eo c’hoazh hol lennegezhioù. Hag e vo un deiz bennak ur Bernado Atxaga breizhad hag a skrivo e brezhoneg ?
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine