E Roazhon e oa ur c’hamp a repuidi en ur park eus Maurepas. 183 den, bugel, paotred ha merc’hed a oa o chom er c’hamp-mañ abaoe mizioù. Ar re-se a zo bet skarzhet ar sizhun tremenet zo gant ar CRSed. Ha strewet un tamm e pep lec’h e Breizh goude-se e lec’h kas anezho d’o bro orin. Da Felger da skouer ez eus bet kaset un dornad a « vinored digenvez » met n’eus ti ebet evit degemer anezho. Kevredigezhioù eus an tu-kleiz pellañ a c’halv an dud da vanifestiñ diriaou evit souten anezho ha reklem e vefent lojet e lojamantoù paeet gant Nicolas. Evit poent emaint er Formule 1 (paeet gant Nicolas) goude bezañ bet lojet el leti Campanile (paeet gant Nicolas).
Met un dra all a zo bet gouvezet abaoe fin kamp Maurepas : bugale o defe bet argadet war ar c’hamp ! Setu ar pezh a zo bet skrivet en ur rentañ-kont eus ur gevredigezh a souten ar repuidi (e galleg siwazh) :
« La question du logement a permis aux personnes sans logis de prendre la parole plus facilement que lorsque les AG sont plus fournies, parmi eux un français qui travaille mais dort à Maurepas faute de solution. Ras le bol des campements, des solutions au coup par coup, du petit tour au 115 et à nouveau, la rue. Une action mais cette fois-ci plus centrée sur les enfant qui subissent des agressions sexuelles sur le campement, se met en place. E doit rédiger un tract avec d’autres camarades. On verra cela à l’AG de rentrée; »
D’an 23/10 zo bet skignet ar rentañ-kont-mañ met d’an 21 e oa an emvod, neuze a-raok ma vefe netaet ar c’hamp gant ar polis.
Ha piv a dage bugale war ur c’hamp a seurt-se d’ho soñj ? Pelec’h emañ ar feministed hag an dud a stourm evit gwir ar vugale pa vez disklêriet seurt aferioù ?
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine