Brieg (29) : unan eus daou « go-fastour » kondaonet

E miz here 2025 e oa un oto o plantañ tizh war an hent RN165, « hent ar su », etre Naoned ha Brest. Eus An Oriant e oa partiet ha fellout a rae d’an daou zen mont da vBrest da gas ur gargamant a zramm. Ha ne oa ket chichon a oa gante, heroin ne lavaran ket, 16 000€ en holl hag a oa just dindan treid an treizhad. Met pa errujont e Brieg e oa ar valtouterien o c’hortoz anezhe…

D’an 21 a viz du e oant o-daou dirak ar barner e lez-varn Kemper. Ar bleiner a arguzennas war an ton-mañ : dindan dramm e oa ma mignon, n’em boa ket c’hoant da leuskel anezhañ bleinañ, neuze e oa me ouzh ar stur met n’on ket un trafikour, n’on ket eus ar bed-se ». Hag eñ da ouzhpennañ : « Ma mije gouvezet petra e oa ‘barzh ar c’harr-tan mije ket bet gant ma c’homper ».

Hag e vignon da anzaviñ : « Ne ouare ket ar pezh a oa er seier. Kejet moa ouzh un den a anavezen an noz-mañ en Oriant. Gourdrouzet en doa ac’hanon ha goulenn ganin, kement ha sioulaat an traoù, e mije kaset sac’hadoù dramm da vBrest, me ne ouaren ket e oa heroin e-barzh ar seier » emezañ.

10 menneg a zo war e roll lez-varn. Hervezañ eo peogwir eo ampechet, gant elvoù emañ, ha « diaes eo dezhañ en em vestroniañ a-wezhioù ».

Disheñvel-krenn e gomper. Un den sirius e hañval bezañ. A-wezhioù e ro an dorn e soubennoù publik evit ar re baour. C’hoant en deus labourat e gwerzhañ ha feurmiñ tiez.

A-benn ar fin eo bet kondaonet an hini kentañ da 15 mizvezh toull-bac’h mui 5 ouzhpenn gant goursez ha leusket da vont egile.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Goueled-Goulen (44) : difennet eo ar protoxid azot war ar gumun

Découvrir l'article

Sociétal

Brest, vigie des mers : le rapport 2025 du MICA Center décrit un narcotrafic tentaculaire et des menaces maritimes qui se recomposent

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.