Evit souten tud Quasquara zo bet bet savet e miz kerzu ur groaz nevez e añtre kêr Ciscu (Cisco e galleg), er C’hap Kors. D’an 28 a viz du eo bet benisaet gant ar person dirak ur yoc’h a dud. Deuet eo ar mennad-se da dud Cisco goude divizoù e tavarn ar c’humun. C’hoant o doa ar re yaouank kement hag ar re gozh da ziskouezh sklaer e soutenont tud Quasquara. 23 c’hroaz a zo e Ciscu dija hag ar 24vet hini eo homañ.
Ur voest a oa bet lakaet e tavarn Ciscu evit arc’hantaouiñ ar raktres hag e-korf tri devezh e oa leun ar voest. Da c’houde e labouras asambles a bep seurt artizaned, pep hini hervez e varregezhioù. Profet eo bet ar betoñs, labouret o deus ar vañsonerien evit netra ha graet eo bet ar groaz gant ur houarner eus Brandu. Ha n’eo ket ur groaz vihan anezhi : 3,6m a uhelder hag 1,4 a ledander ! Savet eo bet war un dachenn prevez. Mod-se ne vo ket trouz da heul gant sektennoù « libre-penseur » zo.
Ur gumun m’eo birvidik ar gristenien eo Cisco, dreist-holl ar re yaouank. Ur gevredigezh a dud yaouank anvet Associu Surghjente di vita a renevez ar chapelioù hag a ra prosesionoù da skouer.
E Bro-Korsika, ar re yaouank ha dreist-holl ar vroadelourien yaouank a zo e penn ar stourm evit ar relijion, ar yezh hag ar sevenadur korsad. Hag evite eo ar relijion ul lodenn a-bouez eus sevenadur ar vro.
E Breizh n’eo ket memes mod gant ar vroadelourien, siwazh…
Foto : Associu Surghjente di vita
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.